Dispac'h Sevenadurel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mao Zedong

An Dispac'h Sevenadurel Meur Tavantel[1] (sinaeg 無產階級文化大革命 , pinyin wúchan jiejí wénhuà dà gémìng, berraet peurliesañ e 文化大革命 wénhuà dà gémìng Dispac'h Sevenadurel Meur pe c'hoazh 文革 wéngé, Dispac'h Sevenadurel), eo al lusk broadel bet aozet e Republik Pobl Sina gant Mao Zedong[2] (1893-1976) adalek 1966 enep izili all eus Strollad Komunour Sina (SKS) ha kefredourien[3], e soñje da Vao Zedong ha d'e heulierien e oant o vont war-du ar gevalaouriezh.

Krennañ ha kreñvaat an Dispac'h sinaat a oa c'hoarvezet e 1912 e oa ar pal e gwirionez. Gant skoazell lod renerien SKS, lesanvet 四人幫, sì rén bāng Tolpad ar Pevar [4] ez arveras Mao Zedong emsav divent ar studierien, ar Warded Ruz, evit divrudañ tu dehoù ar Strollad a oa kaset gant Liu Shaoqi (1898-1969), Peng Zhen (1902-1997) ha Deng Xiaoping (1904-1997).


Dre Sina a-bezh e voe strewet an Dispac'h Sevenadurel a-drugarez d'ar Warded Ruz, er c'hêrioù ha war ar maezioù, betek tizhout an holl labourerien hag ar soudarded ; en diwezh e troas d'ur ronkadeg troet enep Strollad Komunour Sina a oa o vont da goll mestroniezh.
Kuzulioù Gwerinel, enno labourerien, soudarded hag atebeien eus SKS, a voe savet en hogos an hanter eus ar Stad sinaat ; evel gouarnamantoù gwerinel ez aent en-dro evit merañ tachenn pe dachenn, ar pezh a ouezas Mao Zedong sterniañ dre lakaat ar C'huzulioù-se dindan ren SKS. Betek 1976 e padas ar C'huzulioù : er bloavezh-se e varvas Mao Zedong ha gant skoazell al Lu e teuas Deng Xiaoping a-benn da staliañ e strollad e penn Republik Pobl Sina. Kalet e voe ar gwaskadur, bac'het e voe Tolpad ar Pevar, ha boulc'het e voe ar Sokialouriezh gant perzhioù ar marc'hadoù a voe ar c'hammed kentañ war hent an distro da armerzh ar marc'hadoù kevalaour.

Hervez soñj ar media kornaouegel ne voe an Dispac'h Sevenadurel nemet un emgann evit ar galloud : Mao Zedong e felle dezhañ e adtapout gant harp e wreg Jiang Qing ha penn al Lu, Lin Biao (1907-1971) diwar goust politikel Liu Shaoqi ha Deng Xiaoping. Petra bennak ma 'z echuas an Dispac'h Sevenadurel e miz Ebrel 1969 gant IXvet Kendalc'h Strollad Komunour Sina e vezer boas da astenn e vare istorel a-hed ar stourm evit ar galloud, da lavaret eo eus 1966 betek 1976 pa zeuas Deng Xiaoping a-benn da ren war-lerc'h Mao Zedong.

A-drugarez d'an Dispac'h Sevenadurel e c'hallas Mao Zedong adtapout ar galloud en devoa kollet da heul c'hwitadenn al Lamm Bras War-Raok (1958-1960). Uhel e voe ar priz evelato, pa renas an dizurzh politikel e-pad dek bloavezh, gant frapadoù feulster a-berzh ar Warded Ruz a dagas kement den a veze tamallet bezañ disleal ouzh SKS hag ouzh Mao Zedong.
Klasket o deus an istorourien hag ar vredelfennerien kompren penaos e oa bet tizhet ker gwazh ur feulster hag un dizurzh kevredigezhel en abeg d'ur stourm evit ar galloud ; niverus eo bet ar studiadennoù bet embannet diwar-benn an dodenn e Sina hag e peurrest ar bed.

Ar gwrizioù[kemmañ]

Lin Biao

A-c'houde c'hwitadenn al Lamm Bras War-Raok e 1960 e chomas Mao Zedong e penn SKS hag ar C'huzul Soudardel Kreiz, hogen ret e voe dezhañ lezel ar galloud stadel etre daouarn Liu Shaoqi, anezhañ pennsezer[5] nevez Republik Pobl Sina, ha Deng Xiaoping, anezhañ Sekretour Meur SKS. Nac'hañ a reas Mao Zedong koll e veli hag e levezon avat, rak pa welas Sina o tostaat da URSS en-dro e soñjas dezhañ e oa e zaou enebour o trubardiñ spered an Dispach Sinaat hervez doare ar pennsezer rusat Nikita C'hrouchtchov pa zinac'has Jozef Stalin e 1956.
Hag eñ 73 vloaz ha dic'halloud pe dost e 1966 e tivizas Mao Zedong stourm evit e vennozhioù hag o c'has war-raok a-dreuz Sina en desped da bolitikerezh ar renerien nevez. An Dispac'h Sevenadurel Tavantel Meur — da lavaret eo ur pezh mell stourmad kealoniezhel ma voe broudet ar soudarded hag ar yaouankizoù da damall kement den a bellae diouzh spered an Dispac'h Sinaat — a voe benveg e zistro d'ar galloud.
Feuls-tre e voe ar stourmad : e-pad meur a vloavezh e voe an darn vrasañ eus renerien SKS hag eus ar gefredourien lezet er-maez eus ar vuhez foran en abeg ma oant "a-zehoù" hag "enepdispac'herien". Lod anezho, evel Liu Shaoqi, a varvas diwar ar gwallgasadennoù.

Ne vije ket bet eus an Dispac'h Sevenadurel ha distro Mao Zedong d'ar galloud hep skoazell digant daou zen a voe pouezus-bras e Sina ar mare-se : Lin Biao, ur soudard feal da Vao, ha Jiang Qing, gwreg Mao Zedong. Ganto o-daou e voe savet Tolpad ar Pevar diwezhatoc'h. Koulz Jiang Qing ha Lin Biao a reas gant arwazh Mao Zedong evit tagañ renerien all Strollad Komunour Sina a-benn kemer ar galloud da heul ar Sturier Meur. Bez' e c'haller lavaret neuze e voe an Dispac'h Sevenadurel ganet diwar c'hoant Mao Zedong da adtapout ar galloud ha diwar c'hoant izili dister SKS d'e dapout d'o zro war e lerc'h.

D'an 2 a viz Gouere 1959 e voe dalc'het Kuzuliadeg Lushan, da lavaret eo VIIIvet Emvod Kuzul-kreiz Strollad Komunour Sina. E -kerzh an emvod e skrivas Peng Dehuai (1898-1974), Maodiern an Difenn, ul lizher evit abegiñ ouzh al Lamm Bras War-Raok hag ouzh Mao Zedong e-unan ; hemañ a damallas da Beng Dhuai tostaat d'an tu dehoù, ha d'an 23 a viz Gouere e voe Peng Dehuai bac'het hag erlerc'hiet kerkent gant Lin Biao, a bignas raktal en urzhaz ar galloud betek penn Lu Poblel an Dieubidigezh. Alese e tivizas Lin Biao un heuliad muzulioù evit kreñvaat fealded ar soudarded da gealoniezh SKS ha da Vao Zedong.
Gant ar mennozh-se e lakaas Lin Biao dastum 427 bomm a-berzh Mao Zedong a voe embannet e 1963 en ul levrig anvet Arroudoù ar Pennsezer Mao ("Pennsezer" oc'h ober dave da renk Mao Zedong en SKS hepken), a zo anevezet er C'hornôg evel al Levrig Ruz.
Ul levr all a voe embannet, anvet Deizlevr Lei Feng, ha lakaet da rekis evit ar soudarded yaouank. Lei Feng a oa ur soudard yaouank marvet dre wallzarvoud pa oa 22 vloaz hepken. Goude e varv e oa bet dizoloet e zeizlevr ma skrive kement striv a rae evit servij ar bobl hag ar Strollad en ur heuliañ alioù fur ar Pennsezer Mao. Levezonet-bras e voe yaouankizoù Sina gant skouer Lei Feng, petra bennak ma ouzer hiziv e oa an deizlevr bet skrivet gant servijoù bruderezh al Lu. Levrioù kentelius all a voe embannet etre 1964 ha 1971 a-gementadoù bras evit tizhout an holl soudarded yaouank a oa dindan beli Lin Biao hag e fealded d'ar Pennsezer Mao.

An deroù[kemmañ]

Jiang Qing

Tra ma oa Lin Biao oc'h atizañ azeul personelezh Mao Zedong e laboure Jiang Qing diouzh he zu. Dre ma oa-hi bet un aktourez e kemere perzh e buhez sevenadurel Sina hag e tifenne ar c'healioù dispac'hel en arzoù ; dre un oberenn lennegel end-eeun e krogas an Dispac'h Sevenadurel.

E 1951 ez embannas an istorour meur ha besmaer Beijing Wu Han (1909-1969) ur pezh-c'hoari anvet 海瑞罷官 Hai Ruì Bàguan "Diveliadur Hai Rui" ; un doare nevez anezhañ a voe c'hoariet en opera Beijing e 1960 gant berzh bras. Fuloret e voe Mao Zedong gant ar pezh-c'hoari abalamour ma kredas dezhañ ez arvere Wu Han tudennoù eus tierniezh Ming evit ober dave d'an emgann etre ar Pennsezer ha Peng Dehuai, ha fuloretoc'h c'hoazh e voe gant skridoù damistorel all embannet gant Deng Te ha Liao Mosha, daou ezel eus Kuzul-kêr ivez, evit abegiñ outañ. Kalzik dalc'hidi Liu Shaoqi ha Deng Xiaoping a oa e Kuzul-kêr Beijing d'ar mare-se, ar maer Peng Zhen er penn anezho : setu aze gouzañvidi gentañ an Dispac'h Sevenadurel.
Pa verzas en devoa enebourien daer e Beijing ez eas Mao Zedong kuit da Shanghai en hañv 1965. Eno, e-kerzh emvod ar C'huzul-kreiz e miz Gwengolo, e c'halvas d'an emsav enep "kealoniezh kilstourmer ar vourc'hizien". E Shanghai e oa Mao Zedong o prientiñ e zistro, ha lañs a voe roet d'an Dispac'h Sevenadurel pa skrivas Yao Wenyuan, dindan levezon Jiang Qing ha gant harp al Lu, ur pennad taer a-zivout dislealded Diveliadur Hai Rui a voe embannet e Shanghai e Pemdezieg Lu an Dieubidigezh d'an 10 a viz Du 1965.

Pal Mao Zedong hag e heulierien a oa tagañ Liu Shaoqi ha Deng Xiaoping dre arloupañ war o dalc'hidi, ar pezh a lakaas renerien SKS en un enkadenn, pa oa Mao Zedong anavezet-reizh evel pennkealoniour ar Stad ha pa oa an abegadennoù ouzh renerien Beijing diazezet war ar gealoniezh-se end-eeun : diaes-bras e oa mont a-enep renerien SKS ha war an dro dislavarout Liu Shaoqi ha Deng Xiaoping a oa ivez uhel en urzhaz.
Efedus e voe an tagadennoù koulskoude, pa anzavas Wu Han d'an 30 a viz Kerzu 1965 a-wel d'an holl en devoa graet ur fazi gant doare diwezhañ Diveliadur Hai Rui. Diwar kement-se e voe kresket ar gwask gant heulierien Mao Zedong ; d'ar 26 a viz Meurzh 1966, pa oa Liu Shaoqi o veajiñ ez-ofisiel e Pakistan hag en Afghanistan, e voe droukklozet Peng Zhen, maer Beijing. Gant skoazell Yao Wenyuan e Shanghai e voe lakaet Beijing dindan beli al Lu, a oa feal da Lin Biao ha Mao Zedong. Adal an darvoud-se e voe ar gazetenn Pemdezieg Lu an Dieubidigezh etre daouarn heulierien Mao Zedong; enni e voe, d'an 18 a viz Ebrel 1966, embannet ur pennad-stur istorel anvet Savomp banniel ruz soñjoù Mao Zedong ha bezomp oberiant e Dispac'h Sevenadurel Sokialour Meur. War an dro e roe ar pennad-stur-se un anv d'al lusk nevez hag en e lakae dindan ren al Lu. D'ar 1 a viz Even 1966 e voe Pemdezieg ar Bobl, anezhi kazetenn SKS, dindan beli heulierien Mao Zedong d'he zro.

Distro Mao Zedong d'ar galloud[kemmañ]

Delwenn Mao Zedong
war Leurgêr ar Bobl e Chengdu

Pa voe ar media, al Lu hag ar gefredourien dindan beli Mao Zedong ne c'hallas mui Liu Shaoqi ha Deng Xiaoping derc'hel d'o mennozh — daoust dezhañ bezañ c'hwitet war al Lamm Bras War-Raok ha daoust da bennadurezhioù SKS bezañ savet a-enep dezhañ e oa deuet Mao Zedong a-benn da zistreiñ da bennlevier nemetañ. D'an 18 a viz Gouere 1966 e tistroas a Shanghai da Veijing hag e-kerzh XIvet Emvod Meur Kuzul-kreiz Burev Politikel Strollad Komunour Sina ez embannas lies disentezioù mennet da ziskar kement atebeg en devoa graet kammed pe gammed war hent ar gevalaouriezh. Da geñver an emvod-se ivez e voe ar Warded Ruz ganet ez-ofisiel, ar pal dezho kas Yaouankizoù SKS da get peogwir e oant feal da Liu Shaoqi. Pouezet e voe war ar bruderezh, ha taeroc'h-taerañ e voe an tagadennoù enep Deng Xiaoping ha Liu Shaoqi, "ar C'hrouchtchov sinaat". Diskarget e oa bet Liu Shaoqi eus kement galloud a oa, hogen e miz Du 1968 hepken e voe embannet e ziveliadur.

En eil c'hwec'hmiziad 1966 e voe reuz ha freuz e Sina a-bezh. Paouez a reas ar reizhiad kelenn da vont en-dro, ar Warded Ruz a oa o ren war Republik Pobl Sina dre guzulioù dispac'hel a gastize kement den a hañvale bezañ a-zehoù pe gilstourmer. Mao Zedong e-unan a voe souezhet gant feulster lod darvoudennoù, ha merzout a reas e oa stad politikel ar vro o vont dioutañ ; e miz Genver 1967 e kasas al Lu da lakaat urzh er vro, met betek 1968 e kendalc'has ar Warded Ruz da vezañ oberiant.

Unan eus an nebeud atebeien na voent ket skarzhet eus ar galloud e voe ar Pennmaodiern Zhou Enlai (1898-1976), a ouezas toullañ e hent etre ar Warded Ruz, na oant ket d'e c'hrad, hag al Lu. Kalzik pennoù eus SKS hag eus al Lu a voe gwarezet gantañ diouzh tagadennoù ar Warded Ruz, tra ma chome-eñ diabeget abalamour ma chome diouzh tu Mao Zedong.

Ur wezh lakaet Liu Shaoqi ha Deng Xiapoing er-maez eus ar galloud e voe gounezet gant Mao Zedong hag e heulierien ar stourm evit mestroniezh ar Strollad hag ar Stad. A-benn embann stad nevez politikerezh ar vro e voe galvet IXvet Kendalc'h Strollad Komunour Sina.

An IXvet Kendalc'h[kemmañ]

E miz ebrel 1969 e voe digoret ar C'hendalc'h, a gadarnaas galloud Mao Zedong pa voe dilennet en-dro a-unvouezh da Bennsezer SKS ha da Bennsezer Kuzul-kreiz al Lu. Ouzhpenn da gement-se e voe asantet da vennozhioù Mao Zedong evel kealoniezh ofisiel SKS hag ar Stad.
Lin Biao a voe dilennet da Vespennsezer SKS ha da erlerc'hier Mao Zedong.
Disklêriet e voe diwezh an Dispac'h Sevenadurel, kinniget evel ur berzh bras a-drugarez da bobl Sina ha da Vao Zedong pa oant bet trec'h war ar gilstourmerien o devoa lakaet glannder kealoniezh ar reizhiad en arvar.

Petra bennak ma voe klozet an Dispac'h Sevenadurel gant IXvet Kendalc'h SKS e oa bet gwastet framm ar Strollad, hini ar Stad ha hini ar gevredigezh dre skarzhañ izili eus SKS ha kefredourien ar vro. Pell goude ar C'hendalc'h e voe aspadennoù eus an Dispac'h Sevenadurel, ha kenderc'hel a reas ar stourmoù evit ar galloud a-hed ar bloavezhioù war-lerc'h.

Diveliadur Lin Biao[kemmañ]

Goude an IXvet Kendalc'h e voe sellet ouzh Lin Biao evel ouzh danvez Pennsezer ar Republik Poblel. Peogwir e oa bet anvet da erlerc'hier ofisiel Mao Zedong ha da Vespennsezer ar Strollad e hañvale bezañ pignet uhel a-walc'h en urzhaz evit na vezañ skarzhet kent bezañ den kreñvañ ar reizhiad. Kempleshoc'h e oa ar c'hoari e gwirionez.
Pa veze azeulet betek re gant Lin Biao e savas mar e Mao Zedong war divoud mennozhioù gwirion an den a hañvale bezañ e heulier fealañ. E-kerzh an IXvet Kendalc'h e c'hoarvezas tabut kreñv etre an daou zen abalamour ma c'houlennas groñs Lin Biao ma vije Mao Zedong dilennet da Bennsezer nevez Republik Pobl Sina war-lerc'h diskar Liu Shaoqi ; Mao a c'houlennas ma vije torret ar garg krenn-ha-krak : gouzout a ouie e vije bet sellet ouzh an Dispac'h Sevenadurel evel ouzh un taol-gwidre a-benn adtapout ar galloud politikel mar asantje kemer ar garg — dre nac'hañ ar galloud-se en em ginnigas evel un den trabaset gant ar gealoniezh hag ar Strollad hepken, ha n'eo ket gant e c'hoantoù dezhañ.
Pelloc'h c'hoazh e oa aet soñj Mao Zedong avat : pa oa bet Lin Biao anvet da Vespennsezer SKS ha da erlerc'hier Mao e-unan e rankje bezañ Bespennsezer ar Republik, hogen dre derriñ ar garg a Bennsezer e torre ivez ar garg a Vespennsezer hag ar Pennmaodiern Zhou Enlai hepken a chomje e penn ar Stad, ar pezh a grenne galloud Lin Biao e Sina.
Pa oa mui-ouzh-mui a zisfiz ennañ e-keñver lealded Lin Biao en devoa Mao Zedong kavet gwelloc'h na reiñ an disterañ tamm galloud ouzhpenn dezhañ ha lezel ar galloud gant e heulier gwirion Zhou Enlai.

Adal neuze, daoust ma tiskouezent bezañ meulet evel trec'herien an Dispac'h Sevenadurel, e trenkas an darempredoù etre an daou zen. Abaoe miz Meurzh 1970, pa oa bet torret ar garg a Bennsezer ar Republik, e klaskas Lin Biao he staliañ en-dro evitañ e-unan gant harp un nebeud heulierien. Gant Zhou Enlai e voe diskuliet ar raktres tri bloaz diwezhatoc'h, ha brezel a voe etre Lin Biao ha Mao Zedong. Hennezh a reas evel m'en devoa graet gant Liu Shaoqi : e-lec'h tagañ Lin Biao war-eeun e tagas e heulierien. Unan eus ar re bennañ anezho e oa Chen Boda, a voe tamallet dezhañ bezañ "gourc'hleizour" gant Mao Zedong, a c'houlennas digant al Lu e harpañ en abegadenn-se ; asantiñ a reas ar bennsoudarded, ha buan e verzas Lin Biao e chome digenvez dirak tagadennoù Mao Zedong ha Zhou Enlai.
Met kent em gavout en e unan da vat e klaskas Lin Biao enebargadiñ gant skoazell e vab Lin Linguo etre goañv 1970 ha nevezamzer 1971, ar pal dezhañ lazhañ Mao Zedong. Re ziwezhat e voe avat : trubardet e voe Lin Biao, war a hañval, gant unan eus e heulierien.
Den ne oar diarvar penaos e varvas Lin Biao goude ma voe dizoloet e raktres. Ez-ofisiel e oa Lin Biao, e vab ha c'hwec'h heulier o tec'hel kuit war-du URSS pa varvjont-holl e gwallzarvoud o nijerez e gouelec'h Mongolia.

Tolpad ar Pevar[kemmañ]

A-c'houde marv Lin Biao e voe kargoù dieub er Strollad, hag ur C'hendalc'h nevez a voe bodet e miz Eost 1973. Da neuze e voe embannet trubarderezh Lin Biao ha lakaet Jiang Qing, Yao Wenyuan ha Zhang Chunqiao da bignat en urzhaz peogwir o devoa c'hoariet ur perzh pouezus en Dispac'h Sevenadurel pa oant e Shanghai. Ganto e pignas un den yaouank hogozik dianav anvet Wang Hongwen a oa bet anvet da Vespennsezer ar Strollad dindan urzhioù Mao Zedong ha Zhou Enlai. Dindan an anv a Dolpad ar Pevar e voe ar pevar rener-se anavezet diwezhatoc'h.

Petra bennak m'o devoe dastumet galloud e-kerzh an Dispac'h Sevenadurel ne c'hallas ket Tolpad ar Pevar kemer ar galloud goude marv Mao Zedong d'an 9 a viz Gwengolo 1976, rak ar Pennsezer Meur en devoe anvet Hua Guofeng da erlerc'hier nebeudik kent mervel.
Emskiant e voe Hua Guofeng eus an emgann en devije da ren enep Jiang Qing hag he heulierien, setu e tivizas diouzhtu bac'hañ Tolpad ar Pevar. Barnet ha kondaonet e voent goude bezañ bet lakaet da vouc'hed holl bec'hedoù an Dispac'h Sevenadurel, ar pezh a voe an diwezh d'un degad a drubuilhoù a lezas goulioù don er gevredigezh sinaat.

Ne oa ket echu gant ar stourmoù evit ar galloud koulskoude : goude ma voe distroet Sina d'ur stad peoc'hus e teuas Deng Xiaoping a-benn da zivarc'hañ Hua Guofeng ha da vezañ ar Pennsezer Meur nevez adalek miz Kerzu 1978.
E 1981 e voe advarnet darvoudoù an Dispac'h Sevenadurel, a voe disklêriet evel "an degad drastus", ha dizuet eñvor Liu Shaoqi 18 vloaz goude e varv.

Heuliadoù[kemmañ]

War ur voger, aspadenn eus ul lugan eus an Dispac'h Sevenadurel : "Fiziañs diharz er Pennsezer Mao"
(Wuhan University, Hubei, Sina)

P'en devoa al Lamm Bras War-Raok lakaet al labourerien-douar da c'houzañv e voe an Dispac'h Sevenadurel troet war-du ar gefredourien ha renerien ar Stad. Dre ma voe kalz kelennerien er skolioù-meur ha kement all a glaskerien tamallet da vezañ kilstourmerien e voe echu gant diorroadur teknikel ha kelennadurezhel Sina. E 1966 e voe torret an arnodennoù rekis evit mont d'ar skolioù-meur, hag adskrivet e voe rolloù ar c'helenn evit lakaat kealoniezh SKS pell a-us an danvezioù speredel ha skiantel a veze sellet outo evel "bourc'hizel". Ur remziad a-bezh a rankas tremen hep kelennadurezh uheloc'h eget adlavaret luganoù dispac'hel.

Fall e voe ivez an Dispac'h Sevenadurel evit sevenadur hengounel Sina. Jiang Qing hag he heulierien a zisklêrias brezel ouzh 四舊 sì jiù, "Ar pevar hendra" : ar boazioù kozh, an dilhad kozh, ar sevenadur kozh hag ar brederouriezh kozh. Ar Warded Ruz neuze a dagas oberennoù arzel, levrioù, azeuldioù ha savadurioù kozh en ur lakaat kefredourien hag atebeien d'en em abegiñ a-wel d'an holl peogwir e oant kilstourmerien.
Peogwir ne oa sevenadur ebet e-maez azeul Mao Zedong e paouezas ar ouizieien da skrivañ hag an arzourien da grouiñ e-pad an Dispac'h Sevenadurel, ha kalz anezho a varvas dre feulster ar Warded Ruz. Lod all a gavas gwelloc'h emlazhañ, evel ar skrivagner meur Lao She (1899-1966). Jedet ez eus bet e voe miliadoù a dud lazhet gant ar Warded Ruz, ha tremen tri milion a izili eus SKS a c'houzañvas ganto.

En tu all d'an arz ha d'ar sevenadur e voe tizhet relijion hengounel Sina koulz hag ar skritur sinaek.
Klozet e voe an darn vrasañ eus an azeuldioù boudaat ha daoat ha kaset e voe ar venec'h da vezañ adstummet. Taget e voe ar gonfusianegezh : strolladoù Gwarded Ruz a dagas kêr c'henidik Konfusius, Qufu, hag a zistrujas an darn vrasañ eus he glad arzel.
Eeunaet e voe ar skritur sinaek dre lezennoù bet embannet e 1956 ha 1964, ha kendalc'het e voe e-pad an Dispac'h Sevenadurel peogwir e oa ar skritur kozh un aspadenn eus an amzer dremenet.

Un tamm mat eus an diforc'hioù sevenadurel a zo etre Sina ar c'hevandir ha Taiwan, Hong Kong pe Vakao zo heuliadoù eus an Dispac'h Sevenadurel, an efedoù anezhañ o padout betek hiziv an deiz.

Notennoù[kemmañ]

  1. Tavantel (a.g.) : a denn d'an dud a rank labourat en eskemm ouzh ur gopr evit kaout peadra da vevañ.
  2. Mao eo anv ar familh, a vez lakaet da gentañ hervez ar c'hiz sinaat.
  3. Kefredourien: tud a labour gant o spered hepken (en enep d'an dud a labour gant o daouarn) a-benn embann o mennozhioù pe difenn kaozioù ha talvoudoù.
  4. Tolpad ar Pevar : gwreg Mao Zedong, Jiang Qing (1914-1991), Zhang Chunqiao (1917-2005), ezel eus Burev politikel SKS, Yao Wenyuan (1931-2005), ezel eus Kuzul-kreiz SKS, ha Wang Hongwen (1936-1992), beskadoriad SKS.
  5. Prezidant.

Levrlennadur[kemmañ]

  • CAVENDISH Patrick & GRAY Jack, Chinese Communism in Crisis : Maoism an the Cultural Revolution, Pareger, New York, SUA, 1968 (en)
  • FAIRBANK John King, La grande révolution chinoise, Flammarion, Paris, 2011 ISBN 978-2-08-124550-1 (fr)
  • HSÜ Immanuel C. Y., The Rise of Modern China, Oxford University Press, Oxford, SUA, 1999 ISBN 978-0-19-512504-7 (en)
  • MacFARQUHAR Roderick & SCHOENHALS Michael, La dernière révolution de Mao — Histoire de la Révolution culturelle, 1966-1976, Gallimard, Paris, 2009, ISBN 978-2-07-078579-7 (fr)
  • SONG Yongyi (dastumer), Les massacres de la Révolution culturelle, Gallimard, Paris, 2009, ISBN 978-2-07-035849-6 (fr)
  • SPENCE Jonathan D., The Search for Modern China, W. W. Norton and Company, New York, 1991 ISBN 978-0-393-30780-1 (en)

Liammoù diavaez[kemmañ]

Mini monde chinois.2.png Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.