Dinara

Eus Wikipedia
Dinara
Aradennad venezioù
Aradennad menezioùDinaric Alps Kemmañ
StadKroatia, Bosnia-ha-Herzegovina Kemmañ
Daveennoù douaroniel44°3′22″N 16°22′53″E Kemmañ
Poent uhelañTroglav Kemmañ
Map
Ar menez Dinara, gwelet eus Knin

Ar menez Dinara zo ur menez uhel, war an harzoù etre Kroatia ha Bosnia-Herzegovina, nepell diouzh kêr Knin.

En em astenn a ra ar menez Dinara a-hed 20 km hag a-led 10 km pe war-dro. Ar c'hernioù uhelañ eo an Troglav (1 913 m) e Bosnia-Herzegovina hag ar Sinjal anvet ivez Dinara (1 831 m) e Kroatia. Kern uhelañ Kroatia eo an Dinara.

Ar stêr Cetina zo he eien war tor gwalarn ar menez hag en em deurel a ra e Mor Adria goude 105 km. Ar stêr Krka zo he eien e-harz ar menez Dinara ivez ha redek a ra betek ar mor a-hed 72 km.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.