Dimezioù etre paotred pe etre maouezed

Eus Wikipedia
Manifestadeg evit ar gwir da zimeziñ d'an dud dezhe an hevelep rev, e kêr An Oriant, d'ar 14 a viz Kerzu 2012
Krennarded o vanifestiñ a-enep d'ar ar gwir da zimeziñ d'an dud dezhe an hevelep rev, e kêr An Oriant, d'ar 1 a viz Gouhere 2013

E 2023 ez eus 34 stad eus ar bed o deus degemeret an dimeziñ etre tud gante an hevelep rev[1],[2].

Roll[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Amerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Afrika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Azia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Okeania[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn e vez anavezet an euredoù etre tud gante an hevelep reizh bet lidet e lec'h all gant Israel, Aruba hag an Antilhez Nederlandat.

Munudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E SUA[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Stadoù-Unanet, abaoe ar 26 a viz Even 2015 hag aret Obergefell v. Hodges lez-veur SUA ez eo reizhus an dimeziñ heñvelreviad e holl stadou ar Stadou-Unanaet Amerika.

Kent d'an aret se, e oa anavezet en un doare reizhus an dimezin heñvelreviad gant 37 stad diwar 50. Ar stad gentañ da vezañ bet anavezet ar gwir da dimeziñ d'an heñvelrevidi eo stad ar Massachusetts, dindan an anv "priedelezh" (marriage e saozneg), votet en 2003 hag dre-wir e 2004.

E Breizh-Veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Bro-Saoz e oa bet votet an Nullity of Marriage Act e 1971, a embanne fraezh n'eus ket a zimeziñ pa vez tud eus ar memes reizh. E 2004 avat e oa bet votet ar C'hevread Keodedel civil partnership) er Rouantelezh Unanet o reiñ da goubladoù heñvelrevidi/ezed an hevelep deverioù ha gwirioù dimeziñ evit an aralrevidi/ezed met dindan un anv disheñvel diouzh "priedelezh". E 2014 e oa bet degemeret da vat an dimeziñ etre paotred pe etre maouezed, e Bro-Saoz ha Kembre, en un tu, hag e Bro-Skos, en un tu all.

  • ██ 
  • Dimezioù etre paotred pe etre maouezed

    Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Ul lezenn zo bet mouezhiet e Breujoù Bro-C'hall e miz C'hwevrer 2013 hag a ro ar gwir da zimeziñ d'an heñvelrevidi.

    Amerika Latin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    D'ar 26 a viz Mae 2020 e tegemer Costa Rica an dimeziñ etre heñvelrevidi. Bro gentañ Kreizamerika eo d'ober kement-se.

    Azia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E Nepal ez eus bet embannet un urzh d’ar gouarnamant gant al Lez Uhelañ evit ma vefe aotreet d’an holl dimeziñ, met n’eo ket posubl c’hoazh[3].

    Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    1. (en) Marriage Equality Around the World. Human Rights Campaign (2023).
    2. (en) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Pew Research Center.
    3. (en) Nepal gay marriage 'victory' hits legal roadblock. BBC Nepal (Eost 2023).