Dimezell en enkrez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sant Jord, ar briñsez hag an aerouant, livet gant Paolo Uccello, war-dro 1470.
Savete Jessica Lynch (en), soudardez stadunanat, gant gwazed eus arme SUA e-kerzh brezel Irak, a zo bet lavaret e tenne d'un abadenn c'hoari gant fromadennoù ha brogarouriezh ar skinarvesterien amerikan  kement-se a ziskouez e klask ar galloud c'hoari gant klichedoù ar c'hontadennoù hag ar gwirvoud mesk-ha-mesk. Kaoz zo da sevel ur film diwar an darvoudoù-se.
Ar marc'heg bale-bro, livet gant John Everett Millais.
Andromeda chadennet ouzh ur roc'h, livet gant Rembrandt.
Skritell bruderezh The Perils of Pauline (1914).

Skeudenn an dimezell en enkrez, pe e dañjer, heskinet pe gwallgaset, zo ur c'hliched eus ar re anavezetañ el lennegezh, en arz, pe er filmoù. Ur plac'h yaouank dinoaz gourdrouzet gant un den fall pe drouk, un euzhvil a-wechoù, a zo da saveteiñ. Ha setu kefridi an haroz.

Kaoz a vez eus "dimezell" alies, gant ur ster krennamzerel, ha skeudenn ar marc'heg da saveteer.



Istor[kemmañ]

Ken kozh ha mojennoù Hellaz eo dodenn an dimezell en enkrez: niverus eo ar merc'hed a sach warne kounnar an doueed kriz. Darn a zo mammoù, intañvezed, darn all krennardezed gwerc'h taolet d'un euzhvil bennak, evel Andromeda a oa bet he mamm o kontañ droug diwar-benn an doue Poseidon, ma oa dirollet ar mor, ken e voe ret stagañ ar plac'h yaouank ouzh ur roc'h war an aod, da aberzh.

Aberzhioù merc'hed all zo evel-se, evel hini ar merc'hed a veze roet d'ar Minotaor, pe ar re a veze roet d'ar Morholt e mojenn Tristan hag Izold. Gant Perseüs e voe lazhet an euzhvil a oa o vont da zebriñ Andromeda, ma c'hallas dimeziñ d'ar goantenn goude. Kalzik a livadurioù zo bet graet da Andromeda, en he noazh, staget ouzh ur garreg, ha d'an aerouant, an euzhvil a gaver e mojenn Sant Jord.

Er c'hontadennoù-pobl e kaver dimezelled en enkrez diouzh an druilh. Ur wrac'h an hini a lak ar goantenn en enkrez, evel Rapunzel, kraouiet en un tour, pe Ar Goantenn e Koad ar C'housk dindan gazel-gae, pe Gwennerc'h kontammet. Bep tro e teu ur priñs kreñv ha koant da saveteiñ an dimezell ha da zimeziñ dezhi.


  • E romantoù marc'hegeien, Chrestien de Troye lakaomp, e vez roet da gefridi d'ur marc'heg bale-bro mont da zieubiñ ur briñsez dindan gazel-gê en ur c'hastell bennak.
  • An hini gentañ er romantoù modern eo Clarissa e levr Samuel Richardson (1748), goudrouzet gant Lovelace.
  • Er romantoù gotek, evel re Ann Radcliffe, e vo sparlet an dimezell en ur c'hastell pe ur manati, da c'houzañv falloni menec'h pe noblañsed .
  • E Justine gant Markiz Sade ez a an heskinerezh pelloc'h eget ar gourdrouz, ha treiñ a ra an heskinerezh da jahinerezh .


Skouerioù[kemmañ]

Angelika e dañjer en Orlando furioso.
  • Angelika en Orlando furioso.
  • Priñsez ar vojenn ar goantenn e koad ar C'housk

Pennadoù kar, a bell pe a dost[kemmañ]