Digoradenn Napoleon

Eus Wikipedia
Digoradenn Napoleon
abcdefgh
8
a8 black rook
b8 black knight
c8 black bishop
d8 black queen
e8 black king
f8 black bishop
g8 black knight
h8 black rook
a7 black pawn
b7 black pawn
c7 black pawn
d7 black pawn
f7 black pawn
g7 black pawn
h7 black pawn
e5 black pawn
e4 white pawn
f3 white queen
a2 white pawn
b2 white pawn
c2 white pawn
d2 white pawn
f2 white pawn
g2 white pawn
h2 white pawn
a1 white rook
b1 white knight
c1 white bishop
e1 white king
f1 white bishop
g1 white knight
h1 white rook
8
77
66
55
44
33
22
11
abcdefgh
1. e4 e5 — 2. Df3

Digoradenn Napoleon a reer e c'hoari an echedoù eus un doare divoas da voulc'hañ ur c'hrogad dre ar fiñvadenn :

  1. e4 e5
  2. Df3

Diwar Napoleon I (1769-1821) ez eo bet anvet an digoradenn-se.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet e oa an impalaer gall evit karout ar c'hoari echedoù, hogen brudet e oa ivez evit bezañ ur c'hoarier dister[1].
Skignet e voe an anv "digoradenn Napoleon" gant meur a gazetenn e kreiz an XIXvet kantved pa gonjont e oa bet c'hoariet gantañ e 1809 evit boulc'hañ ur c'hrogad a gollas a-enep An Turk, un emfiñver faos a guzhe ar mestrc'hoarier Johann Baptist Allgaier (1763-1823)[2].

Dezrann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel en Argadenn Parham (2. Dh5) e klask an tu Gwenn tizhout Lamm ar Maesaer dre an heuliad 2. ... Mc6 — 3.Fc4 Fc5?? — 4.Dxf7#, met aes eo d'an tu Du chom hep bezañ paket.
Unan wan eo Digoradenn Napoleon rak re abred e kas an Damez, a c'hall bezañ taget aes ; keit ha ma chom en f3 e vir ouzh Marc'heg ar Roue a vont d'an emgann war-du kreiz an dachenn.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Murray, H.J.R. (1913). A History of Chess' — The Original 1913 Edition. New York : Skyhorse Publishing, 2015 (ISBN 978-1-63220-293-2)
  2. (en) Winter, Edward (1998). Napoleon Bonaparte and Chess. Kavet : 17/04/2022.