Digitale Bibliotheek voor de Nederlandse Letteren

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Digitale Bibliotheek voor de Nederlandse Letteren (DBNL, nederlandeg a dalvez «Levraoueg niverel al lizhiri nederlandek») a zo ul lec'hienn internet gouestlet d'an nederlandeg ha d'al lennegezh nederlandek. Enni e kaver testennoù lennegel, studiadennoù, pennadoù-barn ha displegadennoù hag ivez titouroù all evel buhezskridoù, skeudennoù ha liammoù diavaez. DBNL a zo bet krouet gant Stichting DBNL («Diazezadur DBNL», savet e 1999) ha gant Maatschappij der Nederlandse Letterkunde (Kevredigezh lennegel an Izelvroioù). Skoazell argant a zo bet roet gant ensavadurioù evel NWO (Nederlandse Organisatie voor Wetenschappelijk Onderzoek, Aozadur nederlandat evit an enkalskoù skiantel) pe Nederlandse Taalunie.

1 000 testenn : al levraoueg diazez[kemmañ]

En DBNL e kaver (pe e vo kavet) al "levraoueg nederlandek diazez" (nederlandeg : "basisbibliotheek") [1]. Paul Schnabel an hini eo a zo e penn ar bodad ma voe dibabet an testennoù-se.[2]. ne vo ket kavet estennoù klasel zo evel De avonden (an nozvezhioù, gant Gerard Reve, 1947) pe Nooit meer slapen (En tu all d'ar c'housk gant Willem Frederik Hermans, 1966) abalamour d'ar gwirioù aozañ[3].

Notennoù[kemmañ]

  1. Somers, Maartje Van abel spel tot Achterhuis: de basisbibliotheek - het Nederlands erfgoed in duizend sleutelteksten, NRC Handelsblad 4 a viz Ebrel 2008 rann Boeken, p.10
  2. Somers, Maartje p. 10
  3. Somers, Maartje, p.10

Liamm diavaez[kemmañ]


Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.