Difrenestriñ Praha

Eus Wikipedia
Eil difrenestriñ Praha

Kentañ difrenestriñ Praha[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ difrenestriñ Praha a c’hoarvezas da vare ar brezel a-enep d’an husited. Daoust ma oa bet devet Jan Hus d’ar 6 a viz Gouere 1415 (lakaet e oa bet da zisivouder gant sened-iliz Konstans), e chome c’hoazh kalz tud a save a-du gant e vennozhioù, ha en o fenn e oa ar prezegenner Jan Želivský.

D’an 30 a viz Gouere 1419 e voe taolet ur maen eus ti-kêr Kêr Nevez Praha pa dremene ul lidkerzh kaset gant Jan Želivský. Diouzhtu e krogas ar re a-du gantañ da argadiñ an ti-kêr. Teurela rejont seizh chevin katolik dre ar prinistri. Kouezhañ a rejont war goafioù an dud bodet tro-dro, ha peurlazhet e voent ganto. Goude-se e voe devet ilizoù hag manatiez katolik.

D’ar 16 a viz Eost 1419 e varvas a roue Venceslas Iañ an Impalaeriezh Santel. Kemeret e voe e blas gant e vreur, Sigismon Iañ an Impalaeriezh santel roue Hungaria-Croatia abaoe 1387 hag impalaer Alamagn abaoe 1411. Ehmañ a fellas dezhañ lakaat un termen d’an emsavadeg. Padout a reas ar c’hroaziadegoù a-enep an husited betek 1436.

Eil difrenestriñ Praha[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D’an 23 a viz Mae 1618 ez eas un dileuriadur protestanted Bohemia, kaset gant kont Thurn, da welout ar roue Mathias 1añ an Impalaeriezh Santel en e lojeiz e kastell Praha; a-benn klemm peogwir e oa bet serret daou dempl protestant e Broumov hag e Hrob. Gant breur a roue (Rodolf II an Impalaeriezh Santel, a familh Habsburg) e oa bet embannet (e 1609) e vefe doujet ouzh gwir ar brotestanted da vevañ diouzh o c’hredenn. Mathias n’en doa hêr ebet, neuze e tibabas e genderv, Ferdinand II an Impalaeriezh Santel, hag arc’hdug Styria, da vezañ roue war e lerc’h. Met ur c’hatolik taer a oa anezhañ, ha stourm a rae a-enep d’ar brotestanted. E-kerzh an emvod e savas reuz etre dileuridi ar roue hag an dileuriadur protestant. Daou c’houarnour eus tu Habsburg, Wilhelm Slavata ha Jaroslav Martinic, hag unan eus o mevelien anvet Fabricius, a voe taolet dre prinistri ar palez. N’o doe ket kalz a zroug dre ma kouezhjont war ur bern teil. An difrenestriñ-se a voe penn-kentañ Brezel Tregont Vloaz.

Trede difrenestriñ Praha[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un trede difrenestriñ a c’hoarvezas e Praha d’an 10 a viz Meurzh 1948, ur miz goude ma vefe bet savet ar gouarnamant komunour. Adkavet e voe korf Jan Masaryk, ministr aferioù diavaez Tchekoslovakia (hag ar ministr nemetañ ne oa na komunour na sokialour) dindan prinistri sal-dour e vinistrerezh. E penn-kentañ 2004 ec'h embannas ar polis e oa bet taolet dre ar prenestr, padal e oa bet lavaret betek-henn e oa en em zistrujet.