Difraosterien Rochdale

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar Rochdale Society of Equitable Pioneers (Kevarzhe Difraosterien Reizh Rochdale), krouet e 1844, a vez sellet outi peurvuiañ evel ar c'hentañ embregerezh kevelourel deuet da benn, hag a bourvezas an diazez evit al luskad kevelourel a-vremañ. Daoust ma 'z eus tabut war ar fet ma oa da vat o c'hevarzhe ar strollad kentañ a c'haller ober ur gevelouri anezhañ, Difraosterien Rochdale o deus tapet brud evit bezañ savelet Pennaennoù Rochdale, un teskad mennadoù a geveliñ a dalvez da ziazez ar pennaennoù ma vez korvoet kevelourioù dre ar bed hiziv an deiz. Ar patrom lakaet e pleustr gant Difraosterien Rochdale a vez sudiet e korf an Armerzh kevelourel.

Istor[kemmañ]

Kevarzhe Difraosterien Reizh Rochdale a oa ur strollad a 28 gwiader hag artizaned all e Rochdale, Bro-Saoz, a zo bet stummet e 1844. Dre troe muioc'h-mui a labourerien berzhek da baour gant mekanikadur an Dispac'h Greantel, ar vicherourien-se a zivizas en em strollañ evit digeriñ o stal dezho a werzhfe reizhoù boued na oant ket mui evit prenañ paneveti. Tennet ganto kentel eus an taolioù-arnod kent a gevelerezh bet c'hwitet, sevel a rejont Pennaennoù Rochdale bremañ hollvrudet, hag en ur ober pevar miz e strivjont a-benn da zaspugn a-gevret ul lur saoz dre zen a rae un hollad a 28 lur a gevala. D'an 21 a viz Du 1844 e voe digoret ganto o stal gant un dibab treut a amann, sukr, bleud, yod-kerc'h hag un nebeut gouloù-koar. Tri miz diwezhatoc'h e voe ledanaet o dibab dre lakaat ennañ te ha butun, ha dizale e voent brudet evit pourchas madoù naturel uhel o ferzhded.

Stal orin an Difraosterien e bali Toad a zo bet graet ur mirdi koun anezhi.

Liammoù diavaez[kemmañ]