Bündnis 90/Die Grünen
Bündnis 90/Die Grünen (Unvaniezh 90/Ar Re C'hlas) a zo ur strollad politikel ekologour alaman. Ar strollad en deus 51 dileuriad (8,3% eus ar 612 dileuriad) er Bundestag.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Ar strollad politikel alaman Die Grünen a voe savet en Alamagn ar C'hornôg da vare ar stourmoù ekologel ha peoc'hgarour e dibenn ar bloavezhioù 1970. Peursavet e voe e 1982, gant tud evel Joschka Fischer hag Otto Schily. An dilennidi gentañ a voe er Bundestag e 1983, hag ur strollad ennañ e 1987. Koll a rejont anezhañ en dilennadegoù da-heul adunvaniezh Alamagn e 1990. Met ar strollad Bündnis 90 (Unvaniezh 90), a zeuas a-benn da gaout un nebeud dilennidi peogwir e oa bet miret plasoù evit ar strolladoù eus DDR. Ur strollad politikel dazeilat e oa. Kendeuzet e voe strollad Ar Re C'hlas hag Unvaniezh 90 e 1993.
[kemmañ] Ar Re C'hlas e gouarnamantoù Alamagn
- 1998-2002 : e gouarnamant ar c'hañseller Gerhard Schröder (SPD)
- 2002-2005 : e gouarnamant ar c'hañseller Gerhard Schröder (SPD)
[kemmañ] Tud vrudet
- Daniel Cohn-Bendit : kannad e parlamant Europa, kenbrezidant ar strollad Glas/Emglev Dieub Europa e Parlamant Europa
- Joschka Fischer : bet bezkañsellerz ha ministr an aferioù diavaez
- Renate Künast : bet ministr gwareziñ ar vevezerien, ar bevañs hag al labour-douar
- Jürgen Trittin : bet ministr an endro, gwareziñ an natur hag ar surentez nukleel
- Volker Beck : bet an hini kentañ e penn strollad ar Re C'hlas er Bundestag
- Claudia Roth : kenbrezidantez ar strollad
- Reinhard Bütikofer : bet prezidant ar strollad
- Cem Özdemir : kenbrezidant ar strollad, kannad e parlamant Europa
- Antje Vollmer : kenbrezidantez ar Bundestag abaoe an 10 a viz Du 1994
- Rebecca Harms, : kannadez e parlamant Europa, kenbrezidantez ar strollad Glas/Emglev Dieub Europa e Parlamant Europa
[kemmañ] Izili vrudet (marv)
- Joseph Beuys : arzour
- Petra Kelly : krouerez ar strollad
- Rudi Dutschke : leader ar studierien
[kemmañ] Liamm diavaez
| Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |