Die Antwoord

Eus Wikipedia
Die Antwoord (2019)

Die Antwoord zo ur strollad Hip hop eus Suafrika deuet eus kêr ar C'hab.

Er strollad emañ Nijaed ar c'haner rap, ¥o-Landi Vi$$er ur c'haner all, Wanga ar ganerez koant ha Hi-Tek un Disc Jockey (DJ) (Beats/DJing). Ur sapre meskaj o deus krouet. Ar sonioù zo evel ar rap, Drum & Bass hag ivez un tammig elektro. Ar c’homzoù zo ur c’hempouez etre ar c’hritik sokial hag ar flemmgan, skrivet en afrikaaneg, xhosa hag e saozneg komzet gant ur pouez-mouezh izelvroek, pezh a zo ur saozneg drolik a-walc’h en divskouarn[1].

Diskrivañ a ra ar strollad e stumm sonerezh evel ur Zef, ar pezh a dalvez en afrikaneg, e yezh ar straed ur « Prolet » pe « Paotr ar c’hoajoù ». Gwelet eo Zef gant ar strollad evel ur meskaj digomprenus o tont eus meur a sevenadur eus Afrika ar Su, pezh a vod anezho kenetrezo en o son. E stumm ar rap forban amerikan kilfouzher, e vez komzet amañ eus emdroadur tud eus karterioù ha rannoù sokial afrikanek izelañ („Rich Bitch“). Ar bladenn gentañ a zo deuet er-maez er bloavezh 2009 war lec’hienn ar strollad. Evel arzhourien hag o deus skoazelet Jack Parow, Jaak Paarl (aka Jaak), Knoffel (aka Garlic Brown), Scallywag and Isaac Mutant mitDigomprenus. Brudet ez int bet a-drugarez da farserien ar skinwel su-afrikan. Frontmann Ninja (Watkin Tudor Jones) a zo un arzour brudet el leurenn suafrikan hag e cheñch alies a aktourienDigomprenus. Bezh e oa alies c’hoari gant al lesanv „MaxNormal“ hag evel Waddy Jones gant "The Constructus Corporation"Digomprenus.

Goude ma vije bet treuzkaset ar video „Zef-Side“ war ar rouedad hag war blogoù, en deus savet ar strollad gant skoazell ar produktour Rob Malpage asambles ar video „Enter the Ninja“, hemañ zo bet kliket 10 milion a wechoù war YouTube, hemañ a zeuio da vezañ ur gwir viruz. Ennañ emañ c’hoazh DJ Leon Botha Su afrikans, marvet e 2011. Ar strollad en deus bet ar gwir da seniñ er Stadoù Unanet er Coachella Valley Music and Arts Festival. Ninja ha ¥o-Landi o deus c’hoariet e 2010 ar rolloù er filmig Harmony Korines "Umshini Wam"[2].

E-kerzh an hañv en 2011 o deus c’hoariet gant Linkin Park evel strollad loc’hañ ar sonadeg. Oberurseler Hessentag (Alamagn) evit ar raktres reveulziek: A Thousand Suns World Tour Digomprenus. E 2012 o deus c’hoariet e leun a sonadegoù, ar Southside Festival, ar Neuhausen ob Eck hag ar Hurricane Festival.

Pladennoù =[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2009: $O$
  • 2010: 5 (EP)
  • 2010: Enter the Ninja (Single)
  • 2010: Evil Boy (Single) (mit Diplo)
  • 2011: Rich Bitch (Single)
  • 2012: Ten$Ion
  • 2012: I Fink U Freeky (Single)

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.