Didjob Divungi Di Ndinge

Eus Wikipedia

Didjob Divungi Di Ndinge (ganet d'ar 5 a viz Mae 1946) zo ur politikour gabonat, besprezidant Gabon etre 1997 ha 2009.

Goude marv Edith Lucie Bongo, gwreg Omar Bongo, ec'h embannas ar prezidant e tileze e garg e-pad ur mare a-benn adkavout nerzh ha diskuizhañ. Divungi Di Ndinge a gemeras neuze ar brezidantelezh d'ar 6 a viz Mae 2009. Omar Bongo a varvas d'an 8 a viz Even ha Rose Francine Rogombé, prezidantez ar Sened, a voe lakaet d'he zro da brezidantez en etrekarg d'an 10 a viz Even.