Diazezadur glad sevenadurel Prusia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tia-annez ar Prezidant ha burevioù an Diazezadur e Tiergarten

Diazezadur glad sevenadurel Prusia (alamaneg : Stiftung Preußischer Kulturbesitz) a zo unan eus diazezadurioù sevenadurel brasañ ar bed. Diazezet eo e Berlin. Krouet eo bet gant ul lezenn bet votet e BRD d'ar 25 a viz Gouere 1957. Lakaet e voe da bal an diazezadur prenañ ha gwareziñ hêrezh sevenadurel Prusia.

Abaoe m'eo bet unvanet Alamagn en-dro e kenlabour gant diazezadurioù a oa anezho e DDR. Arc'hantet eo gant stad Alamagn hag al Länder. Bep bloaz e vez roet ar priz Felix Mendelssohn-Bartholdy gant an Diazezadur. Roet e voe d'an hini a c'hounez ur genstrivadeg sonerezh aozet e skolioù-sonerezh Alamagn. Ur benveg-seniñ disheñvel a vez dibabet bep bloaz.

Ensavadurioù meret gant an Diazezadur (un dibab)[kemmañ]

Prezidanted an Diazezadur[kemmañ]

  • 1967–1977: Hans-Georg Wormit
  • 1977–1998: Werner Knopp
  • 1999–2008: Klaus-Dieter Lehmann
  • abaoe miz Meurzh 2008: Hermann Parzinger

Liamm diavaez[kemmañ]