Diageo
Eus Wikipedia
Diageo eo ar brasañ kompagnunezh ar ra war-dro gwerzhañ boeson, pe evajoù alkoolek, bier, gwin, pe wiski, er bed. E Londrez eo diazezet. Perc'hennañ a ra kompagnunezhioù e kalz broioù: Iwerzhon, Breizh-Veur, Kanada, SUA, Japan, Alamagn, Bro-C'hall, Mec'hiko.
[kemmañ] Istor
Krouet eo bet Diageo en 1997, diwar gendeuziñ daou embregerezh saoz: GrandMet ha Guinness PLC. Goude-se e oa kroget Diageo da werzhañ ar skourroù na oant e-barzh marc'had an alkool. Gwerzhet eo bet Burger King, Géant Vert, Old El Paso, ar skorn Häagen-Dazs, hag a deue holl eus GrandMet.
[kemmañ] Evajoù
- Bier (graet en Iwerzhon dreist-holl) : Guinness, Smithwick's, Red Stripe, Harp Lager, Kilkenny, Kaliber (hep alkool)
- Wiski
- Baijiu: Shui Jing Fang
- Vodka: Smirnoff (Smirnov e Russia), Cîroc, Silent Sam, Popov, Ketel One
- Gin: Gordon's, Tanqueray, Gilbey's, Booth's
- Rum: Captain Morgan, Bundaberg, Pampero, Myers'
- Bourbon: Bulleit
- wiski Kanada : Crown Royal, Seagram's
- Tennessee whiskey: George Dickel
- Tequila: Don Julio, José Cuervo
- Schnapps: Black Haus, Goldschlager, Rumple Minze
- Mixed drinks: Archers, Pimm's, TGI Friday's
- Liqueur: Baileys, Sheridans, Yukon Jack, Godiva's
- Gwin (graet e California dreist-holl) : Sterling Vineyards, Piat d'Or, Barton & Guestier, Beaulieu Vineyard, Blossom Hill, Canoe Ridge Vineyard, Acacia, Chalone, Provenance, ha Rosenblum.