Dh (lizherenn)

Eus Wikipedia

Ul lizherenn latin ispisial eo Dh, dh implijet gant an iwerzhoneg ha skoseg evit skrivañ ar son kensonennel [ɣ] dirak ar vogalennoù a, o pe u (distagadur ledan) e deroù ur ger pe mut pe goude ur vogalenn hir, da skouer dhorn /ɣo:rn/ '”mell-dorn” (gant kemmadur), ádh /a:/ “chañs” ha /j/, dirak ar vogalennoù e hag i (distagadur moan), da skouer dhearg /jarəg/ “ruz” (gant kemmadur).

Implijet e vez e kerneveureg hag en albaneg ivez evit ober diouzh ar son [ð].

Graet e vez gantañ ivez e swahilieg.

Implijet e vez ivez a-wezhoù evit treuzskrivañ ar son [dh] e yezhoù all, evel da skouer ar sañskriteg.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.