Devlet I Giray

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Devlet I Giray (1512 ?-1577) a oa mab da Mübarek Giray, mab-bihan da Mengli I Giray, ha khan Krimea er XVIvet kantved.

Savet e voe e lez ar sultan otoman Süleyman ar Meurdezus en Istanbul ha lakaet war tron khanat Krimea gantañ e 1551 e plas Sahib I Giray. Lakaat a reas lazhañ Sahib Giray hag e familh nebeud goude.

Dindan e ren eo e voe klasket gant an Otomaned sevel ur ganol etre ar stêrioù Volga ha Don. Itriket en dije Devlet Giray a-enep ar raktres-se gant aon e vefe kresket betek re levezon an Otomaned war Krimea.

Meur a wech ec'h eas da dagañ ar Rusianed gant e arme kreñv ha, d'ar 24 a viz Mae 1571, e lakaas tan e Moskov ha distrujañ ar gêr. Goulenn a reas digant Ivan IV Kazan hag Astrahan ha, pa chome an tsar en entremar, e kasas adarre un ergerzhadenn vrezel e 1572. Met ar wech-se e voe faezhet an arme tatar.

Mervel a reas gant ar vosenn e 1577. Goude e varv, ha betek donedigezh Gazi II Giray e 1588, e renas ul luziadenn bolitikel diabarzh e khanat Krimea.


En e raok:
Sahib I Giray
Khan Krimea
thum
15511577
War e lerc'h:
Mehmed II Giray


Mammennoù[kemmañ]

  • Les expéditions de Devlet Giray contre Moscou en 1571 et 1572 gant Chantal Lemercier-Quelquejay e Cahiers du monde russe et soviétique, niverenn 13-4, 1972.
  • Le khanat de Crimée au début du XVIe siècle : de la tradition mongole à la suzeraineté ottomane gant Chantal Lemercier-Quelquejay hag Alexandre Bennigsen e Cahiers du monde russe et soviétique niverenn 13-3, 1972.