Der Struwwelpeter
Eus Wikipedia
Der Struwwelpeter zo ul levr alamanek evit bugale, skrivet gant ur bredvezeg alaman, Heinrich Hoffmann embannet e 1845.
Danvez [kemmañ]
Al levr zo anezhañ dek kontadenn e stumm fablennoù gant klotennoù (n'haller ket komz eus barzhoniezh) evit bugale, ha skeudennoù e liv war bep pajenn. Ur gentel zo e pep kontadenn, da ziskouez e c'hoarvez droug atav d'ar vugale fall ha disent . Dont a ra titl al levr eus ar gontadennig kentañ, Struwwel-Peter, a c'hallfe bezañ Pêr Diskramailh ma vefe lakaet e brezhoneg.