Denkmal für die ermordeten Juden Europas

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur sell ouzh ar Monumant , miz Gwengolo 2007

Ar Monumant da Yuzevien Europa drouklazhet (pe Denkmal für die ermordeten Juden Europas en alamaneg) a zo ur monumant e kreiz-kêr Berlin, en Alamagn. Savet eo bet a-benn derc'hel soñj eus ar Yuzevien bet lazhet e-pad an Eil Brezel Bed. Ar chanter a grogas d'ar 1 a viz Ebrel 2003, hag echuet e voe d'ar 15 a viz Kerzu 2005. D'an 10 a viz Mae 2005 eo bet digoret ez-ofisiel (d'an 12 e voe digor d'an holl), goude ur 15 vloaz bennak a sac'h-blev. Gant ar savour Peter Eisenman eo bet ijinet war un dachenn anvet Ministergärten. Eisenman a c'hounezas ar genstrivadeg (miz Du 1997) a oa bet aozet a-benn gouzout pe savour a vefe e karg. D'ar 25 a viz Even 1999 e voe asantet e raktres gant dilennidi ar Reichstag. Un dachenn eo ar monumant just a-walc'h, warni 2711 maen-sonn war wel. An holl a zo heñvel a-fet ment : 2,38m hirder, ha 0,95m ledander. A-fet uhelder int holl zisheñvel, etre 0,2m ha 4,80m. Pal ar savour a oa lakaat ar weladennerien diaes, ha diskouez un urzh netra denel ennañ. Dindan an dachenn-se ez eus ur greizenn ditouriñ, peder sal enni, evit ma c'hallfe ar weladennerien kaout muioc'h a ditouroù. War-dro 3,5 million a dud o deus gweladennet ar monumant e-pad ar bloavezh goude ma vefe bet digoret, da lavaret eo war-dro 10 000 den bemdez.


Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.