Murraya koenigii

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Delioù-kari)
Murraya koenigii, anvet ivez kaloupile, pe deil-kari

Murraya koenigii, pe Kaloupile, zo ur wezenn eus India ha Sri Lanka . Moan eo he c'hef hag he skourroù, etre 5 ha 10 metr uhelder dezhi. En holl vroioù Gevredazia en e gaver, e Tailand marteze muioc'h c'hoazh, ha gounezet e vez e Malaysia. Dianav eo en Antilhez, met er Reünion hag e Moris (eno e reer karipoulé anezhañ) e ranker distruj ar gwez alies, ken aes e teuont.

Delioù bihan, glas-teñval ha frondus, zo dezhi, hag a implijer e meuzioù zo, evel ar chatni, ma vez graet delioù-kari anezho, ha gwezenn-gari eus ar wezenn-galoupile.

Murraya koenigii eo an anv skiantel abalamour da Johan Andreas Murray, a embannas en XVIIIvet kantved al Linnaeus Systema vegetablium. Curryleaf eo an anv saoznek, hag alese e teufe anv ar meuz curry pe kari.

Kegin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez kalz e keginerezh Burma hag India, hag en holl veuzioù tamoul pe dost. Lakaet e vez un toullad delioù er masala da deuler blaz.

Medisinerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez gwrizioù, ruskenn, ha delioù ar wezenn, ken war ar c'horf, ken e-barzh. Evet e vez an dour diwar an delioù pa vez re uhel gwask ar gwad er gwazhied. Flastret e vezont ivez gant brenn riz, ouzh ar boan-gof.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]