Deiziadur pers

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An deiziadur pers (گاهشماری هجری خورشيدى e perseg) anvet ivez deiziadur iranek pe deiziadur Jalāli, zo un deiziadur heolel implijet en Iran, Afghanistan hag e broioù tro-dro evel Kurdistan. Ar bloaz nevez a grog d’an 21 a viz Meurzh, da vare kedez an nevezamzer.

Degemeret eo bet an deiziadur-se da zeiziadur ofisiel en Iran e 1925. Neuze e voe lakaet sklaer e veze niveret ar bloavezhioù, evel en deiziadur muzulman, adalek an Hijra, pa’z eas Muhammad hag e heulierien eus Mekka da Vedina er bloavezh 622 goude J.K. E miz Meurzh 2007 eus hon deiziadur e krog ar bloavezh 1386 hervez an deiziadur pers. Kalz resisoc’h eo hennezh eget an deiziadur gregorian, rak gant an deiziadur gregorian e vo ur fazi un devezh goude 3320 bloavezh, tra ma ne vo ur fazi un devezh gant an deiziadur pers nemet goude 3,8 milion a vloavezhioù !

An deiziadur pers zo ennañ c'hwec'h miz kentañ gant 31 devezh ha c'hwec'h miz goude-se gant 30 devezh, nemet er miz diwezhañ e vez 29 devezh pe 30 devezh er bloavezhioù bizeost. Digeriñ a ra ar bloavezh gant Nowruz pe Newroz, gouelioù ar bloaz nevez, a bad tri devezh, eus an 21 a viz Meurzh d’an 23 a viz Meurzh en deiziadur gregorian.

Anvioù ar mizioù en deiziadur iranek[kemmañ]

(gant an deiziad ma krog pep miz hervez an deiziadur gregorian)

  Anv persek Niver devezhioù Kregiñ a ra d'an
1 Farvardin 31 21 a viz Meurzh
2 Ordibehesht 31 21 a viz Ebrel
3 C'hordad 31 22 a viz Mae
4 Tir 31 22 a viz Mezheven
5 Mordad 31 23 a viz Gouere
6 Shahrivar 31 23 a viz Eost
7 Mehr 30 23 a viz Gwengolo
8 Aban 30 23 a viz Here
9 Azar 30 22 a viz Du
10 Dey 30 22 a viz Kerzu
11 Bahman 30 21 a viz Genver
12 Esfand 29/30 20 a viz C'hwevrer

Liammoù diavaez[kemmañ]