De Stentor

Eus Wikipedia

De Stentor a zo ur gazetenn nederlandek rannvroel he sez en Apeldoorn, en Izelvroioù. 14 embannadur rannvroel a zo en holl, hag a vez skignet e reter an Izelvroioù. Gant Wegener eo perc'hennet. E 2008 e veze skignet 127 837 skouerenn bemdez[1]. Ur gazetennn ment tabloid dezhi eo abaoe ar 6 a viz C'hwevrer 2007. Alex Engbers eo ar pennskrivagner.

Abaoe 2003 e vez embannet meur a gazetenn gant De Stentor: Apeldoornse Courant, Zwolse Courant, Deventer Dagblad, Veluws Dagblad, Sallands Dagblad, Zutphens Dagblad, Gelders Dagblad, Nieuw Kamper Dagblad, Dagblad Flevoland.

Burevioù skridaozañ a zo e Dronten, Emmeloord, Epe, Harderwijk, Kampen, Lochem, Ommen, Raalte, Zutphen ha Zwartsluis, an embann a vez graet en Apeldoorn, Deventer ha Zwolle.

Notenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.