David Forsyth (c'hoarier echedoù)

Eus Wikipedia

David Forsyth a zo bet ganet e 1854 e Skos ha marvet e 1909 e Zeland-Nevez.

C'hoarier echedoù skosat.

Merkañ a reas 5,5 poent en unnek partienn eus Kampionad Skos 1889 (29 a viz Gouere-2 a viz Eost).

E penn rubrik an echedoù er gazetenn sizhuniek skosat Glasgow Weekly Herald e voe.

Anavezet eo evit an doare bet savet da notenniñ al lec'hiadurioù echedoù, anvet Notennadur Forsyth. Graet e vez bremañ Notennadur Forsyth-Edwards outi dre ma oa bet kemmet un tammig..

Divroañ a reas da Zeland-Nevez.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]