David De Freitas

Eus Wikipedia

David De Freitas a zo ur c'hoarier mell-droad ganet an 30 a viz Gwengolo 1979 e Senlis. 1m80 eo evit 69 kg. Kreizer eo hiziv an deiz e skipailh mell-droad Naoned.

Goude bezañ bet 5 bloaz e bro Picardie e Beauvais, e tiviz David De Freitas mont da c'hoari 2 vloavezh e Grenoble. Met distreiñ a raio da vro Picardie a-benn ar fin en Amiens SC. En e c'hlub nevez e c'hoario d'un doare mat-tre, kabiten ar skipailh e vo.

Ar c'hoant dezañ mont pelloc'h, e sin e Gouhere 2007 ur c'hevrad 3 bloaz gant ar FK Naoned, p'emañ hennezh e Ligue 2. Plantet en deus e bal kentañ gant skipailh Naoned ar 26 a viz Here 2007 a-enep ar Chamois Niortais, gounezet en doa an FK Naoned ar c'hrogad (0-1) a drugarez dezhañ.

Red micherel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Statistikoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 274 krogad (17 buts) e L2
  • 27 krogad (1 but) e National

Paouezet an 23 a viz Eost 2007