Dastumad Borghese

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Dastumad Borghese a vez graet eus un dastumad pezhioù arz, eus an Henamzer dreist-holl, graet gant ar c'hardinal Scipione Borghese (1587 - 1633), a oa niz d'ar pab Paol V, e penn kentañ ar XVIIvet kantved e Roma. Met delwennoù ha livadurioù eus an amzer-se a oa ivez, oberennoù diwar zorn mistri evel Caravaggio, Raffaello, pe Tizian, prenet gant ar c'hardinal, evel an div zelwenn penn-ha-bruched gant Gian Lorenzo Bernini[1][2].

Bodet e oa an delwennoù marmor-se en ur genkiz pinvidik e diavaez Roma war an dorgenn Pincio. Etre 1778 ha 1784 e lakaas Marcantonio IV Borghese (1730 - 1800) kinnig an dastumad en un doare diouzh giz an amzer, gant skoazell an tisavour nevezklasel A. Asprucci.

En 1807 e voe prenet un toullad mat a bezhioù eus an Henamzer gant Napoleone Buonaparte digant e vreur-kaer, ar priñs Camille Borghese (1775 - 1832). Met an darn vrasañ eus an oberennoù a c'haller gwelout er Galleria Borghese, e Roma.

Istor an dastumad[kemmañ]

Scipione Borghese[kemmañ]

Ar c'hardinal Scipione Borghese a oa un dastumer oberennoù arzel eus arre bouezusañ, eñ an hini a stagas gant an dastum hag a vernias ar muiañ a bezhioù. Deskrivet e oa bet e zastumad war un ton barzhonius e 1613 gant Scipione Francucci.

E 1607 e voe roet d'ar c'hardinal, gant ar pab, 107 taolenn kemeret eus stal al livour Cavalier D'Arpino.

Er bloavezh war-lerc'h e voe tennet Deposition Raffaello e-kuzh eus chapel Baglioni en iliz San Francesco e Perugia, ha kaset da Roma d'ar c'hardinal Scipione gant ur motu proprio a-berzh ar pab, met diwezhatoc'h e rankas bezañ kaset en-dro.

Kreskoù all[kemmañ]

E 1682 e teuas ul lod eus hêrezh Olimpia Aldobrandini en dastumad Borghese ; e-barzh e oa oberennoù eus dastumadoù ar c'hardinal Salviati ha Lucretia d'Este.

Ti an dastumad[kemmañ]

Ar Villa Borghese[kemmañ]

Er Villa ez eus c'hoazh un toullad mat a bezhioù eus an dastumad, evel ar Galleria Borghese. Kalz a zelwennoù zo war ziskouez eno, tre el lec'hioù a oa bet lavaret o lakaat neuze, evel oberennoù kentañ Gian Lorenzo Bernini.

Livadurioù Caravaggio[kemmañ]

Livadurioù arall[kemmañ]

Karantez Sakr, ha Karantez disakr , gant Tizian
Apollo ha Dafne, gant Bernini

Patrom:Commons cat

Bernini collection[kemmañ]

Dave[kemmañ]


Gwelout[kemmañ]