Darya Saltykova

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Darya Nikolayevna Saltykova (rusianeg : Дарья Николаевна Салтыкова, ganet Ivanova, anavezet ivez gant an anv Saltychikha) (27 a viz Du 1730 - 9 a viz Kerzu 1801 e Moskva) a oa un noblañs hag ul lazherez a steudad rusian. Jahinañ ha lazhañ a reas ouzhpenn kant serv, dreist-holl maouezed ha plac'hed.

He buhez[kemmañ]

Saltykova a voe dimezet pa oa yaouank, hag intañvez en em gavas d'an oad a 26 vloaz. Da-heul marv he gwaz e voe perc'henn war e zomani, m'edo o chom gant he daou vab ha kalz served.

Muntroùs[kemmañ]

Ne voe ket kemeret e kont ar c'hlemmoù a voe goude marv meur a zen e domani Saltykova. Klemmerien 'zo a voe hegaset zoken, rak darempredoù mat he doa Saltykova gant tud lez an impalaerez.

Prosez ha toull-bac'h[kemmañ]

A-benn ar fin e teuas a-benn familhoù ar served da gas o c'hlemmoù da Gatelin II. An impalaerez a zivizas e vefe kaset un enklask foran, da glotañ gant he soñjoù war al lezennegezh. E 1762 e voe harzet Saltykova.

Betek 1768 e voe dalc'het Saltykova, amzer d'an enklask da vezañ kaset da benn. Meur a dest a voe goulennataet gant izili Collegium Justis Katelin II, ha studiet e voe ivez kement tra a denne d'he domani. Gant an enklaskerien e voe kavet 138 marv diskred warno, al lod brasañ anezho a voe lakaet war gont Saltykova.

Tamallet e voe 38 muntr outi [1][2]. Ne oueze ket Katelin II penaos kastizañ Saltykova, peogwir e oa bet dilemet ar c'hastiz d'ar marv e Rusia e 1754, hag ezhomm he doa an impalaerez eus skoazell an noblañs.

E 1768 e voe chadennet Saltykova e Moskva war wel an holl un eurvezh-pad. Tro-dro d'he gouzoug e oa ur banell ma oa skrivet : Jahinañ ha lazhañ he deus graet ar vaouez-mañ. Stank e teuas an dud da sellout outi. Goude-se e voe bac'het hed he buhez e dan ur gouent.

Notennoù[kemmañ]

  1. www.istorya.ru/person/saltychiha.php
  2. Wikipedia alamanek diwar-benn Darya Saltykova