Daniel arap Moi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Daniel arap Moi e 2001

Daniel arap Moi (ganet d'an 2 a viz Gwengolo 1924) zo ur politikour eus Kenya, bet eil prezidant ar vro.

Kelenner e voe etre 1946 ha 1955 a-raok mont da bolitikour. E 1967 e voe besprezidant Kenya e gouarnamant Jomo Kenyatta ha chom er garg-se betek marv ar prezidant d'an 22 a viz Eost 1978 ha mont da brezidant d'e dro. Gounit a reas dilennadegoù 1992 ha 1997 ha nac'h a reas cheñch ar Vonreizh evit lakaat e anv un trede gwech e 2002. E miz Kerzu 2002 e teuas Mwai Kibaki da vezañ trede prezidant Kenya.