Daniel Kernalegenn

Eus Wikipedia
Daniel Kernalegenn
Daniel Kernalegenn
Daniel Kernalegenn er gêr e dibenn miz Kerzu 2008
Obererezh Troer, istorour
Ganedigezh D'an 19 a viz Eost 1952
e Landrevarzeg, Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg, Galleg


Daniel Kernalegenn a zo un troour hag un istorour brezhonek. Graet en deus war-dro ar skolioù brezhonek, ha bet eo e Kuzul-ren Diwan e-pad meur a vloaz. Bremañ e klask skoazellañ par ma c'hell an embann brezhonek.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Daniel Kernalegenn d'an 19 a viz Eost 1952 e Landrevarzeg e Kerne, e-kichen Kemper, e kanton Brieg. N'en d'eus ket graet studioù hir er skolioù met tapet en deus ur vachelouriezh F3 (elektronik) e 1970.

Pa oa bihan, en doa klevet brezhoneg 'vit ar wech, gant e dud ha gant e vamm-gozh hag a oa o vevañ gantañ, ha ne veze nemet brezhoneg etrezo. Ouzhpenn-se, e oa eno un ostaliri a-ziwar ar maez ganto ha ne veze ken nemet brezhoneg etre an dud. Desket en deus lenn ha skrivañ brezhoneg drezañ e-unan.

Pa oa e-tro 13 vloaz en deus skrivet traoùigoù bihan. Plijout a rae dezhañ lakaat kanaouennoù eus ar c'hiz d'ar mare-se e brezhoneg, ar re a gane Antoine da skouer. Gortozet en deus e 40 vloaz evit stagañ da skrivañ da vat.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberennoù savet gantañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Les noms de lieux de Landrevarzec, Landrevarzeg, emb. Ti-kêr Landrevarzeg, 2006, 114 p.
  • Kernalegenn : ur familh, 1426-2008, Kemper, emb. Al Lanv, 2009, 210 p.
  • Kernalegenn : une famille, 1426-2008, Brest, emb. war e gont, 2009, 210 p.

Kenlabourioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[1], [2] Daou bennad-kaoz gant Daniel Kernalegenn diwar gKaouenn.net