Dùn Breatann
Eus Wikipedia
Dùn Breatann pe Dùn Breatainn (saozneg: Dumbarton), distaget [t̪umˈpɾʲɛʰt̪ɪɲ], a zo ur gêr eus Bro-Skos. Talvezout a ra an anv kement ha "din" (= kreñv) ar Vrezhoned. War vord al Linne Chluaidh emañ, er c'hornaoueg da C'hlasc'ho, e kreiz-kornaoueg ar vro. 20 527 a dud a oa o chom eno e 2001.