Désirée Clary

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Désirée Clary
Poltred gant François Gérard (1810)
Drottning Desideria av Sverige och Norge, 1822
Desideria poltredet gant R. Lefévre.
Desideria war ar varskaon

Bernardine Eugénie Désirée Clary , anavezet evel Désirée Clary , ganet e Marseille, d'an 8 a viz Du 1777 ha marvet e Stockholm d'ar 17 a viz Kerzu 1860, a oa pried ar jeneral gall Jean-Baptiste Bernadotte, a voe lakaet da roue Sveden evel Karl XIV Johan, ma teuas-hi deuet da vout rouanez Sveden, anvet Desideria.

He buhez[kemmañ]

Merc'h e oa d'ur marc'hadour seiz pinvidik François Clary ha da Françoise Somis. Da gentañ eo Joseph Bonaparte an hini a reas al lez dezhi en 1794; a-benn ar fin e kavas gwelloc'h c'hoar Désirée, Julie Clary, ha ganti eo e timezas.
E-keit-se e oa dimezet (ha n'eo ket euredet) da vreur Joseph, Napoleon, d'ar 15 a viz Ebrel 1795. Met ar soudard a reas anaoudegezh gant Joséphine de Beauharnais, d'ar 15 a viz Here 1795 e Pariz, lakaet war e hent gant e "vignon" Paul Barras, ma voe torret an dimezi, ha ne voe eured ebet, goude ma savas keuz ha koustiañs fall d'ar paotr.
E 1795–1797 ez eas Désirée hag he mamm da chom da Genoa, en Italia. En 1797 ez eas da chom gant he c'hoar Julie hag he breur-kaer Joseph, a oa kannad Bro-C'hall e Roma. Ur pennad e voe kaoz a zimeziñ d'ar jeneral gall Léonard Duphot, met hennezh a voe lazhet e Roma e miz Kerzu 1797, en deiz a-raok an eured.

Bernadotte[kemmañ]

Ha hi neuze da eurediñ d'ar 17 a viz Eost 1798, e Sceaux, d'ar jeneral Jean-Baptiste Bernadotte. Ur mab o doe, Oscar, ganet d'ar 4 a viz Gouhere 1799.

Sveden[kemmañ]

E miz Eost 1810 e voe dilennet he fried Bernadotte da briñs-hêr da gurunenn Sveden, hag e miz Genver 1811 ez eas da Stockholm gant he mab. A-benn ur miz avat e tistroas hec'h-unan da Bariz .

D'ar 5 a viz C'hwevrer 1818 e varvas ar roue Charlez XIII ha Bernadotte a voe anvet da roue evel Charlez XIV Johan , ha hi da rouanez, anvet Desideria.

Ne zistroas nemet e 1823 a-benn eured he mab, ha neuze eo e voe kurunennet evel rouanez Sveden ha Norge. Pa varvas he fried d'an 8 a viz Meurzh 1844 e voe kurunennet o mab Oskar Iañ Sveden. Mervel a eure Désirée d'ar 17 a viz Kerzu 1860 e Stockholm.


En he raok:
Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp
Rouanezed Sveden
Blason France moderne.svg
Désirée Clary
War he lerc'h:
Josefina av Leuchtenberg

Filmoù[kemmañ]

Lennadurezh[kemmañ]

  • Désirée Clary (1959), gant Gabriel Girod de l'Ain - Librairie Hachette - Pariz.
  • Désirée (1968) , gant Annemarie Selinko
  • Bernadotte et Désirée Clary : le Béarnais et la Marseillaise souverains de Suède (2004), gant Françoise Kermina
  • Mémoires insolents de Désirée Clary (2005), gant Colette Piat.

Liammoù[kemmañ]

Pennad kar[kemmañ]