Délégation générale à la langue française et aux langues de France

Eus Wikipedia

An Délégation générale à la langue française et aux langues de France (DGLFLF pe, en berr, DGLF) zo ur gwazva stag ouzh Ministrerezh ar Sevenadur e Bro-C'hall.

E labour eo kenurzhiañ politikerezh yezh ar stad c'hall.

Savet e voe e 1989 dindan an anv Délégation générale à la langue française ; daouzek vloaz goude, e 2001, e voe ur c'hemm bras pa voe anvet Délégation générale à la langue française et aux langues de France.

Pennlabour an DGLF eo diwall ma vo doujet ouzh lezenn ar 4 a viz Eost 1994, anvet ivez lezenn Toubon.

Kemer a ra perzh ivez e gallekaat an dud enbroet. Kenurzhiañ a ra al listennoù gerioù nevez-savet gant kengorioù a bep seurt hag an Akademiezh c'hall.

Skoazell vras a ro d'ar yezhoù rannvro, met diaes eo kavout skouerioù resis. Ober a ra war-dro sekretouriezh an aozadur anvet Conseil supérieur de la langue française.

Pemp tachenn-labour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gwarantiñ da bep keodedour ar gwir d'ar galleg;
  2. Ledañ implij ar galleg
  3. brudañ an deskiñ galleg d'an estrenien;
  4. brudañ ar yezhoù lavaret "rannvroel".

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]