Dáibhí Ó Bruadair

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Dáibhí Ó Bruadair (1625-1698) a oa ur barzh iwerzhonek er XVIIvet kantved. En e oberenn skrivet e kaver un testeni eus diskar an iwerzhoneg ha sevenadur Iwerzhon e-touez an dud uhel en amzer-hont.

Ganet e oa bet e Kontelezh Corcaigh [1] ha tremen a reas ar braz eus e vuhez e Kontelezh Luimneach. Ur barzh-lez e oa ; sevel a rae barzhonegoù evit an dud uhel, ken Iwerzhoniz a-gozh, ken Saozon deuet da vevañ er vro. Klask a rae bevañ diwar e varzhoniezh hepken, evel ma rae barzhed ar Grennamzer. Hogen ne hañval ket e vije deuet a-benn, rak lenn a reer en e varzhoneg Is mairg nár chrean le maitheas saoghalta e ranke labourat an douar evel devezhour. Mervel a reas en dienez ha gwelet a reer en e varzhonegoù evel Mairg nach fuil 'na Dhubhthuata (Gwelloc’h eo bezañ peizant) pegen trenk e oa deuet da vezañ.

Gouzout a rae latin ha saozneg kenkoulz hag iwerzhoneg. Kalz en deus skrivet, diwar-benn danvezioù a bep seurt : klemmganoù marvnad e-leizh en deus savet, barzhonegoù relijiel, flemmganoù diwar-benn aloubadeg Iwerzhon gant armeoù Cromwell...

Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. An Duanaire 1600-1900: Poems of the Dispossessed, p. 108