Cypraea tigris

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Hoc'hig-mor tigr

Cypraea tigris
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Cypraea
Anv skiantel
Cypraea tigris
Linneaus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Cypraea tigris a zo unan eus an daou spesad er genad Cypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1] pe ur spesad e-touesk an holl re hervez ar skiantourien a ra gant ar genad Cypraea nemetken. Ur spesad kregin boutin an hini eo hag a zo deuet da vezañ raloc'h e lec'hioù-zo abalamour d'an dreistdastum pe d'ar saotradur. Bevañ a ra e meurvorioù Indez hag Habask

Taksonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 [2].

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregin eus ar re anavezet ar muiañ eo ar Cypraea tigris. Kavet e vezont etre nebeut metroù donder betek un 30 m donder bennak an aliesañ.

Al loen a seblant bezañ kigdebrer liesseurt o peuriñ gant e radula war a bep seurt loened bev pe marv zoken.

Isspesadoù ha stummoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un isspesad a zo bet diskrivet e inizi Hawaii :

  • Cypraea tigris schilderiana Cate, 1961

Kartenn al lec'hioù bevañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask eus aod Afrika ar reter betek inizi Hawaii

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 02 a viz Gouere 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=216843(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)