Cut (albom The Slits)

Eus Wikipedia
Golo ar bladenn

Cut eo titl pladenn vras gentañ The Slits. Deuet eo er-maez e miz Gwengolo 1979, embannet e voe gant Island Records (ILPS 9573) er Rouantelezh-Unanet ha gant Antilles (AN 7077) er Stadoù-Unanet. Ne reas ket kalz a berzh pa euas er-maez, koulskoude emañ e plas 58 war listenn The 100 Greatest British Albums bet aozet gant the Observer e 2004. [1].

Adembannet eo bet dindan stumm ur bladenn CD en Europa e 1990 hag en-dro e 2000 e-barzh ar rummad anvet the Island Master series (IMCD 90 ha IMCD 275). E 2005 e voe prenet an enrolladenn orin gant Koch Records (Island Def Jam Records a oa c'hoazh perc'henn warni hag adembannet e voe ar bladenn CD evit ar wech kentañ er Stadoù-Unanet. Betek-hen ne oa nemet ar pladenn saoz (enporzhiet) a c'halle an dud prenañ, dre ma oa diviet embannadenn orin ar bladenn pell zo.

Roll ar c'hanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Holl donioù gant Viv Albertine, Tessa Pollitt, Arianne Forster (Ari Up) ha Paloma Romero (Palmolive)

Tu A[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Instant Hit" – 2:43
  2. "So Tough" – 2:41
  3. "Spend, Spend, Spend" – 3:18
  4. "Shoplifting" – 1:39
  5. "FM" – 3:35

Tu B[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Newtown" – 3:48
  2. "Ping Pong Affair" – 4:16
  3. "Love und Romance" – 2:27
  4. "Typical Girls" – 3:57
  5. "Adventures Close to Home" – 3:28

Bonus tracks (tonioù ouzhpennet)

  1. "I Heard It Through the Grapevine" (Barrett Strong, Norman Whitfield)
  2. "Liebe and Romanze" (Slow Version)

Sonerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luc'hskeudenn gant Pennie Smith

Perzhioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Enrollet e-pad nevezamzer 1979 e Ridge Farms Studio
  • Produet gant Dennis Bovell
  • Padelezh : 31:52
  • Embannet gant Island Records

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Weisbard, Eric; Craig Marks (1995). Spin Alternative Record Guide. Vintage Books. 

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • liamm Pennad burutellañ e lec'hienn Allmusic
  • liamm Pennad e lec'hienn BBC
  • liamm Pennad e lec'hienn Pitchfork