Crusader Kings

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Crusader Kings
CrusaderKingsBox.jpg
Developer(s) Paradox Interactive
Platform(s) Microsoft Windows
Release date(s) 2004
Genre(s) Strategiezh
Mode(s) Ur c'hoarier nemetañ
Media/distribution 1 CD-ROM
            Patrom:Italic title


Crusader Kings a zo ur c'hoari strategiezh veur graet gant Paradox Interactive a-zivout ar maread 1066 - 1453. Er-maez ez eo aet e 2004. Er c'hontrol da c'hoarioù arall Paradox (Hearts of Iron, Victoria hag heuliad Europa Universalis) ne zle ket ar c'hoarier merañ ur vro met un diernegezh. An dra-se a dosta anezhañ ouzh ar c'hoarioù-roll, hag eñ e chomas ur c'hoari strategiezh dreist-holl.

Ar penn-programmer eo Johan Andersson.

Tra ma teraou ar c'hoari gant senariooù istorel, tud istorel evel Robert Guiscard, Alexius Comnenus, El Cid, Friedrich Barbarossa ha Edouard III e c'hell neuze ar c'hoarier sevel un istor alternativel. Er c'hontrol da c'hoarioù arall gant Paradox ez eus nebeut tre a zarvoudoù istorel rakprogrammet. Ar re bouezusañ a zo a vozenn zu ha donedigezh ar Vongoled.

Ar restr-saveteiñ a c'heller ezporzhiañ da Europa Universalis, ar pezh a ro tro da genderc'hel da c'hoari betek 1820, ha zoken betek 1953 gant ur mod nann-ofisiel.

Prezioù[kemmañ]

  • Strategy Gaming Online Editor's Choice award
  • Game Vortex Top Pick award

Liammoù diavaez[kemmañ]

C'hoarioù Paradox Interactive
Heuliad Europa Universalis Europa Universalis | Europa Universalis II | Europa Universalis II: Asian Chapters
Euliad Hearts of Iron Hearts of Iron | Hearts of Iron II | Hearts of Iron II: Doomsday
Heuliad Victoria Victoria: An Empire Under the Sun | Victoria: Revolutions
C'hoarioù arall Crusader Kings | Crown of the North | Two Thrones
Titloù diavaez Galactic Civilizations II: Dread Lords (Europe) | Knights of Honor | Rush for Berlin | Heart of Empire - Rome | Take Command: 2nd Manassas | Perimeter: Emperor’s Testament | Silent Heroes | Sword of the Stars
O vezan graet Europa Universalis III