Cristina Fernández de Kirchner

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Cristina Fernández de Kirchner

Cristina Elisabet Fernández de Kirchner a oa bet ganet d'an 19 C'hwevrer 1953 e La Plata, Arc'hantina.

Alvokadez eo, senedourez Buenos Aires abaoe an 23 Here 2005.

Da brezidantez e oa aet gant 44,70 % eus ar mouezhioù d'an 28 Here 2007. Mont a raio da bepp ar vro d'an 10 Kerzu 2007, da heul he gwaz, Néstor Kirchner.

[kemmañ] Studioù

Cristina Fernández zo bet e skol-veur La Plata hag aet un diplom a alvokadez ganti e 1979. D'an 9 Meurzh 1975 e timezas gant ur studier, Néstor Kirchner e anv, anezhañ ur stourmer er Parti justicialiste evelti. Annez a rejont e proviñs Santa Cruz, ma labourjent war o c'hont. 2 vugel o deus : Máximo ha Florencia.

[kemmañ] Remziad politikel

Cristina de Kirchner gant he gwaz pa oaet ar moaut ganti en dilennadegoù prezidant

Er bloavezhioù 70 e krogas Cristina Fernández da stourm e Tendencia Revolucionaria, ul lodenn eus ar Parti justicialiste. Da zilennadez proviñs Santa Cruz ez eas e 1989 hag e 1993.

E 1995 e voe dilennet evel kannadez hag e 2001 evel senedourez.

Pa n'ez eas ket he gwaz war ar renk evel prezidant e klakas bezañ dilennet en e lec'h. D'an dro gentañ e voe dilennet e penn ar vro.





[kemmañ] Liammoù diavaez