Crazy Horse (strollad)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambig colour.svg Evit sterioù all Crazy Horse, gwelit ar pennad Crazy Horse (disheñvelout).

Golo kentañ pladenn ar strollad

Crazy Horse zo ur strollad sonerien rock stadunanat bet krouet e 1963 gant Ralph Molina (soner taboulin), Billy Talbot (soner gitar-boud) ha Danny Whitten (soner gitar). Kejet o devoa an tri soner-mañ gant Nils Lofgren (kaner ha soner gitar) ha Jack Nitzsche (sonaozer ha kempenner) da-geñver enrolladenn After the Gold Rush, an trede albom bet savet gant Neil Young. Gant ar pemp soner-se eo e oa bet savet kentañ pladenn ar strollad nevez-c'hanet... Crazy Horse an anv anezhi evel-just.

Mil vrudet eo ar strollad dre m'en deus sonet meur a wech gant Neil Young, pa vefe war e albomoù pe e-kerzh troiadoù ar c'haner kanadian er bed a-bezh.