CouchSurfing

Eus Wikipedia
CouchSurfing
embregerezh, hospitality service, lec'hienn
Tachenn obererezhioùhospitality service Kemmañ
Deiziad krouiñ2 Ebr 2003 Kemmañ
DiazezerCasey Fenton Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Furm lezennhospitality service, C corporation Kemmañ
Sez sokialSan Francisco Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.couchsurfing.com Kemmañ
Business modelsubscription business model Kemmañ

CouchSurfing a zo ur servij a ginnig bod d'an dud dre internet. Statud ur gevredigezh en deus. Krouet eo bet gant Casey Fenton e 2004.

Talvoudegezh an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger saozneg CouchSurfing a c'hellfemp treiñ gant « tremen eus an eil gourvezvank d'egile », gant ar ger Surf (seurf) a ro da gompren ez eo dre internet e vez kavet ur sofa evit kousket.

Pal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemer perzh e raktres CouchSurfing a zo un diviz dieub ha digoust, met bep hini a c'hell ober un donezon, ha reiñ ar c'hementad a fell dezhañ. Pep ezel a c'hell komz gant an izili all, ha goulenn bod gante, met n'eo ket rediet ar re all da asantiñ. Pep ezel 'n deus ur bajennad hiniennel, skrivet warni o zeskrivadur. An izili a c'hell komz asambles dre ar bajennad-se, ha goulenn pe kinnig bod. Posupl eo d'ar veajourien skrivañ menegoù mat pe fall warni ivez. Interest ar servij-se a ya en tu all d'ar c'hinnig bod hepken. Gall a ra an izili daremprediñ gant sevenadurioù all, hep paeañ, gant ur surentez asur. Pal al lec'hienn a zo tostaat tud ha lec'hioù eus ar bed, degas tud eus broioù disheñvel da gejañ asambles. Krouiñ eskemmoù etrebroadel da aesaat ar gomprenidigezh etre ar sevenadurioù. Kefridi al lec'hienn a zo « kemer perzh e krouadur ur bed gwelloc'h, sofa goude sofa ».

An niver a izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz gouere 2010, bez e oa daou vilion a izili. CouchSurfing a zo ar servij bod dre internet a stroll ar muiañ a dud. An degemererien a zo tud a youl vat, a ginnig sikour evit ar veajourien dreist-holl. Bez 'zo diouto e pep lec'h er bed. An izili enskrivet avat n'int ket rediet da reiñ bod pe da « seurfiñ » bep tro. Gellout a reont bezañ enskrivet ha kemer perzh ur wech an amzer hepken.

An arc'hant hag an aozañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

CouchSurfing a zo un aozadur hep pal kenwerzhel a vev diwar donezonoù an izili hepken.

Fin ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 28 a viz even 2006 ez eus bet ur gudenn e reizhiad al lec'hienn : kollet ez eus bet tout fedoù ar bladenn galet. Al lec'hienn a zo bet serret, ha Casey Fenton, ar c'hrouer, en deus kaset ur gemennadenn a embanne fin ar servij. Meur a ezel avat, plijet bras gant meizad al lec'hienn, en deus divizet kenderc'hel ganti, o reiñ un tamm sikour e-keñver an teknik hag an arc'hant. D'an 3 a viz Gouere 2006, « CouchSurfing v2.0 » a zo ganet, goude emvod Montreal, lec'h ma 'zo bet strollet leun a izili evit labourat war ar raktres.