Cotonou

Eus Wikipedia
War an hent, e Cotonou

Cotonou pe Kotonou eo kêr vrasañ republik Benin en Afrika. Ar gêr-benn armerzhel eo ivez koulz ha sez ar gouarnamant. Hogen Porto Novo eo kêr-benn ar stad, p'emañ ar parlamant enni. E 2005 e oa 690 584 a annezidi.

Dont a ra anv kêr eus ar gerioù Ku-Tonu, a dalvez "genoù stêr ar marv" pe "aber ar marv" e foneg, ur yezh komzet er vro. Ur geriadenn pesketaerien e oa Cotonou da gentañ, war bord ar Mor Atlantel hag e-kichen ur vorlenn ; tamm-ha-tamm eo deuet da vezañ ur porzh a bouez.

Betek an XVIIIvet kantved e oa Cotonou e Rouantelezh Dahomey. E 1851 e voe sinet un emglev etre gouarnamant Bro-C'hall ha roue Dahomey evit ma c'hallfe Gallaoued en em staliañ d'ober kenwerzh e Cotonou. Er bloavezh 1883 e oa bet aloubet Cotonou gant an arme c'hall, evit mirout ouzh ar Saozon da aloubiñ an dachenn.

E Cotonou e vez fardet eoul palmez, bier, simant, hag ivez kirri-tan ha marc'hoù-houarn. Ezporzhiañ a reer koad, baoksit, houarn ha tireoul, eztennet eus strad ar mor dirak Cotonou.