Cosimo il Vecchio

Eus Wikipedia
Cosimo il Vecchio
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFirenze Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCosimo di Giovanni de' Medici Kemmañ
Anv-bihanCosimo Kemmañ
Anv-familhMedici Kemmañ
AnvCosimo de’ Medici Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Gwe 1389, 1389 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFirenze Kemmañ
Deiziad ar marv1 Eos 1464, 1464 Kemmañ
Lec'h ar marvVilla medicea di Careggi Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica of San Lorenzo Kemmañ
TadGiovanni di Bicci de' Medici Kemmañ
MammPiccarda Bueri Kemmañ
Breur pe c'hoarLorenzo il Vecchio Kemmañ
PriedContessina de' Bardi Kemmañ
BugelPiero di Cosimo de' Medici, Giovanni di Cosimo de' Medici, Carlo di Cosimo de' Medici Kemmañ
KarAlessandro de' Bardi Kemmañ
FamilhTiegezh Medici Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg Kemmañ
Micherpolitiker, diplomat, banker Kemmañ
Kargkannadour Kemmañ
Bet studier daGemistus Pletho, Roberto de' Rossi Kemmañ
Lec'h annezPalazzo Medici Riccardi Kemmañ
Lec'h labourFirenze Kemmañ
Perc'henn warPalazzo Medici Riccardi Kemmañ
Deskrivet dreAdorazione dei Magi, Portrait of Cosimo the Elder Kemmañ
Pontormo: Cosimo de' Medici, 1518-1519
Delwenn da Gosimo il Vecchio, ouzh talbenn an Uffizi.

Cosimo de' Medici (pe Cosimo il Vecchio) a oa ganet d'ar 27 a viz Gwengolo 1389 e Firenze, ha marvet e Careggi d'ar 1añ a viz Eost 1464, a oa un arc'hanter (pe banker) ha politikour. Eñ an hini a savas an tiegezh Medici, a voe o ren e Firenze a-hed ar peurvuiañ eus an Azginivelezh italian. « Pater Patriae » (Tad ar vro) a vez graet anezhañ ivez.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Giovanni di Bicci de' Medici ha da Piccarda Bueri, ha breur e oa da Lorenzo il Vecchio. Savet ha desket e voe gant Niccolò di Pietro ha Roberto de' Rossi. Yaouankik e krogas da labourat er Banco Medici a drugarez d'e dad, hag eno e teskas ar vicher arc'hantour.

Goude marv e dad en 1429 e savas a-enep d'an oligarkiezh o ren neuze e Firenze, ma edo ar galloud gant an Tiegezh Albizzi.

Kreskiñ a reas pouez Cosimo pa voe harzet en 1433, war urzh Rinaldo Albizzi. Bac'het e voe er Palazzo Vecchio ha harluet e-pad dek vloaz. Mont a reas da chom da Venezia, hep troc'hañ an darempredoù gant e harperien e Firenze .

Buhez tiegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Contessina de' Bardi, poltredet gant Cristofano dell'Altissimo, Ritratto postumo di Contessina de' Bardi, 1570-80, Galleria Palatina, Firenze.

War-dro 1414 e timezas da Contessina de' Bardi, a oa merc'h da Giovanni Conte di Vernio ha da Emilia Pannocchieschi dei Conti di Elci, ha daou vugel o doe:

  1. Piero il Gottoso (1416-1469), aotrou Firenze, tad da Lorenzo il Magnifico
  2. Giovanni di Cosimo de' Medici (1421-1453), marvet divugel.

Ur mab bastard en doe ivez, Carlo (1428/1430 war-dro 1492), digant ur sklavez tcherkes anvet Maddalena. Un den a iliz e voe hennezh, hag a yeas da gardinal.

Komzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

« Gourc'hemennet ez eus deomp pardoniñ d'hon enebourien, met n'eus ket bet skrivet neblec'h e rankomp pardoniñ d'hor mignoned ». (Cosimo de Medici)(Daveoù a vank)