Cosimo Iañ de' Medici

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Cosimo I de' Medici en e harnez, livet gant Agnolo Bronzino.

Cosimo Iañ de' Medici (14 a viz Mezheven 1519- 21 a viz Ebrel 1574) a voe dug Toskana adalek 1537, ha kentañ Dug meur Toskana adalek 1569 betek e varv e 1574, e-pad bloavezhioù diwezhañ an Azginivelezh italian.

Buhez[kemmañ]

Cosimo, ganet e Firenze, a oa mab da Giovanni dalle Bande Nere (1498-1526), condottiero eus Forlì, ha da Maria Salviati.

Roet e voe ar galloud dezhañ gant Republik Firenze. Adsevel a eure neuze Tierniezh Medici, a vlenio Firenze betek an Dug-meur diwezhañ, Gian Gastone de' Medici (1671-1737).

Oberoù sevenet gantañ[kemmañ]

  • Krouiñ an Ofisoù, savet da lojañ ar gouarnamant, a zo hiziv unan eus bravañ mirdioù ar bed
  • Krouiñ merdeadurezh Firenze, a gemeras perzh en emgann Lepante
  • Kreskiñ galloud Firenze war Sienna ha Toskana en hefezh
  • Kas da benn savidigezh ar Palez Pitti , a voe annnezet gantañ ;
  • Diazezañ kêr Portoferraio en Enez Elbe


Delwennoù dezhañ[kemmañ]

Ur mell delwenn arem dezhañ, en marc'heger, savet gant ar c'hizeller Giambologna en 1598, a weler er Piazza della Signoria, leurgêr bouezusañ Firenze. Unan all zo e Pisa er Piazza dei Cavalieri.

Dimezioù[kemmañ]

En 1539 e timezas da Eleonora di Toledo (1522–1562), merc'h da vesroue Napoli, Don Pedro Alvarez de Toledo.

En 1570 ec'h addimezas da g-Camilla Martelli (marvet en 1574). Tri bugel o doe.

E vugale[kemmañ]

Ma voe niverus bugale Cosimo, ne voent ganet dindan steredenn ar chañs rak an droug-skevent a veze oc'h ober e reuz bep ar mare e Firenze, ma ranke an dud pinvidik kuitaat kêr da vont d'an arvor, hag eno neuze e kavent ur c'hleñved all, ar malaria.

Mervel gant o mamm Eleonora a eure e vugale Maria , Giovanni de' Medici ha Garzia; pemp all a varvas en-bihanik; Francesco de' Medici ha Lucrezia de' Medici a voe kontammet, a greder (evit Francesco n'eus mar ebet hervez a ouzer abaoe 2006); Isabella de' Medici a voe krouget gant he fried ; Pietro fu invece un uxoricida, oltre a protagonista di tante altre malefatte, che lasciò al mondo solo figli bastardi; Restano Don Giovanni e Virginia, nati però illegittimamente, anche se Virginia fu poi legittimata ma in età avanzata fu dichiarata affetta da pazzia. Ferdinado, appunto, resta l'unico a meritarsi una duratura e positiva memoria.

Skeudenn Anv Ganet Marvet Oad d'a zeiz ar marv Notenn
Angelo Bronzino 037.jpg
Bia
1537 1542 5 Merc'h bastardez, dianav he mamm, livet gant Agnolo Bronzino
Agnolo Bronzino - Maria (di Cosimo I) de' Medici.jpg
Maria
1540 1557 17 Marvet gant ar malaria
FrancescodeMedici.jpg
Francesco Iañ
1541 1587 46 Pried da Giovanna d'Austria ; addimeziñ a eure da Bianca Cappello. Kontammet e voe, war un dro gant e wreg, diwar zorn e vreur Ferdinando.
Isabella de' Medici.jpg
Isabella
1542 1576 34 Mouget e voe gant he gwaz, Paolo Giordano Iañ Orsini
Angelo Bronzino 041.jpg
Giovanni
1543 1562 19 Kardinal, marvet gant ar malaria
Agnolo Bronzino, ritratto di Lucrezia de' Medici.JPG
Lucrezia
1545 1561 16 Gwreg Alfonso d'Este, dug Ferrara. Diskred zo e vije bet kontammet gant he fried. Hervez tud all e oa klañv gant an drougskevent.
Solid white.png
Pietro (Pedricco)
1546 1547 tost da 1 bloaz
Angelo Bronzino 073.jpg
Garzia
1547 1562 15 Marvet gant ar malaria
Solid white.png
Antonio
1548 1548 0
Ferdinando I de' medici as a child, Agnolo Bronzino.jpg
Ferdinando I
1549 1609 60 Kardinal, pried da Cristina di Lorena. Muntrer e vreur hag e c'hoar-gaer.
Solid white.png
Anna
1553 1553 0
Don Pietro medici o.JPG
Pietro
1554 1604 50 Pried da Dianora di Toledo, lazhet gantañ dre ma oa avoultrerez; addimeziñ a eure e 1593 da Beatriz de Meneses
Solid white.png
Merc'h hep anv
1566 1566 0 Bastardez, eus Eleonora degli Albizi.
Don giovanni de medici.jpg
Don Giovanni
1567 1621 54 Bastard, eus Eleonora degli Albizi.
Virginia de medici.jpg
Virginia
1568 1615 47 Ganet eus Camilla Martelli, a zimezas da Cesare Iañ d'Este, Dug Modena ha Reggio

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.