CoroCoro Comic (japaneg : コロコロコミック) a zo ur magazin manga kodomo (evit paotred 6-15 vloaz) embannet bet miz gant Shōgakukan.[1] Krouet eo bet d'ar 15 a viz Ebrel 1977. A5 eo e vent, 440 yen e koust an niverenn hag alies e vez ennañ ouzhpenn 800 pajennad. Mangaoù bet embannet ennañ evel Doraemon ha Pokémon a zo deuet da vezañ brudet-tre e Japan. Daou vagazin damheñvel anvet Bessatsu CoroCoro ha CoroCoro Ichiban! a zo ivez, embannet e vezont bep daou viz.
Krouet eo bet e 1977 evit embann Doraemon, hag a zo unan eus mangaoù brudetañ Japan. Lidet eo bet 30vet deiz-ha-bloaz ar magazin gant aozañ un diskouezadeg e Mirdi Etrevroadel ar Manga e Kyoto.[2] E CoroCoro e vez graet alies bruderezh evit c'hoarioù ha c'hoarioù video diazezet war mangaoù embannet ennañ. Ar c'hoari Game Boy anvet Pocket Monsters: Blue a voe gwerzhet dre ar magazin nemetken er penn-kentañ, ar pezh a lakaas ar gwerzhañ da greskiñ. E-touez ar c'hoarioù bet brudet er magazin emañ ivez Radio controlled car, Mini 4wd (gant Tamiya), Family Computer (Nintendo Entertainment System), Super Famicom (Super NES), Game Boy (gant Nintendo), Beyblade, B-Daman (gant Takara) ha Bikkuriman (gant Lotte).
Mangaoù bet embannet e-barzh CoroCoro Comic [kemmañ]
Bloavezhioù 1980 [kemmañ]
Bloavezhioù 1990 [kemmañ]
Bloavezhioù 2000 [kemmañ]
- ↑ Frederik L. Schodt : Dreamland Japan: writings on modern manga, Stone Bridge Press, 1996, ISBN 1-880656-23-X
- ↑ Kyoto Museum Exhibits Genius Party, CoroCoro, Terra E…, Anime News Network, 18 a viz Even 2007 http://www.animenewsnetwork.com/news/2007-07-18/kyoto-museum-exhibits-genius-party-corocoro-to-terra
Liamm diavaez [kemmañ]
|
Magazinoù manga Shōgakukan |
|
| Josei |
|
|
| Kodomo |
CoroCoro Comic
|
|
| Shōjo |
|
|
| Shōnen |
|
|
| Seinen |
|
|