Cornelis Kiliaan

Eus Wikipedia
Cornelius Kiliaan en e stal-labour

Cornelis Kiliaan ( Duffel, war-dro 1529Antwerpen, 15 a viz Ebrel 1607) a oa ul lenneg, ur barzh hag ur geriadurour eus Izelvroioù ar Su.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe Cornelis Kiliaan e Duffel etre 1528 ha 1530. Anvet e oa Cornelis (Abts) van Kiele, ha sinañ a rae Cornelis van Kiel(e) pe C. Kiel. Evel ma oa ar c’hiz en amzer-hont en Izelvroioù e veze latinekaet e anv e Cornelius Kilianus. Hiziv eo anavezet e nederlandeg evel Cornelis Kiliaan. Mervel a reas e dad pa oa bugel c’hoazh. E 1548 ez eas da skol-veur Leuven, da studiañ latin, gregach hag hebraeg. Goude e studioù e kavas labour en un ti-moullañ nevez-savet gant Christophe Plantin, ur voullerezh hag a oa da zont da vezañ an hini vrasañ en Europa en amzer-se.

Kregiñ a reas da labourat er stal-se gant ur post izel, met tamm-ha-tamm e voe fiziet ennañ postoù uheloc’h. E 1565 e voe anvet gant Plantin da adlenner, ar pezh a oa ur merk a fiziañs ennañ, rak tud desket eo a veze anvet er post-se. E-keit-se e labouras Kiliaan war meur a droidigezh, diwar meur a yezh. Treiñ a reas evit emsavidi an Izelvroioù skridoù spagnolek bet tapet digant o enebourien. E 1574 e embannas ur geriadur nederlandeg-latin, an Dictionarium Teutonico-Latinum. E 1588 e voe un adembannadur kresket eus ar geriadur-se. Kenlabourat a reas da sevel ar Biblia Polyglotta, embannet gant Plantin. E 1599 e embannas e labour brasañ, an Etymologicum teutonicae linguae, ma tisplege orin ar gerioù nederlandek.

E 1604 e roas e zilez eus an ti-moullañ abalamour ma oa klañv. Mervel a reas d’ar 15 a viz Ebrel 1607 ha beziet e voe en iliz-veur Antwerpen.

Labour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vuhez diglod en deus bet Kiliaan ha ne oa ket gwall vrudet en e amzer. Bras eo bet e labour koulskoude. Kenlabouret en deus da sevel ar Bibl e lies yezh, unan eus ar pouezusañ levrioù moullet en amzer-se, un embannadur skiantel eus ar Bibl, er yezhoù orin, hebraeg, arameeg ha gregach, gant testenoù e latin ha sirieg ouzhpenn.

E 1599 e embannas e labour brasañ, e c’heriadur etimologel, an Etymologicum teutonicae linguae. Hiziv an deiz c’hoazh e seller ouzh ar geriadur-se evel unan eus al levrioù pouezusañ e nederlandeg. Frouezh 40 vloaz a labour e oa ha berzh a reas, betek fin an XVIIIvet kantved. E implijer, Plantin, eo a lakaas Kiliaan da sevel geriadurioù nederlandek. Abaoe an Azginivelezh e oa bet embannet geriadurioù gant lenneien, da renabliñ geriaoueg yezhoù Europa, en ur gemer al latin da ziazez. Gant ar Gall Robert Estienne e oa bet embannet geriadurioù latin-galleg ha galleg-latin. Fellout a rae da b-Plantin ober ar memes tra evit an nederlandeg.

Pajenn gentañ an Etymologicum Teutonicae Linguae.

E 1562 e oa bet embannet ur geriadur pederyezhek, an Dictionarium Tetraglotton, ennañ gerioù latin troet e gregach, galleg ha nederlandeg. Gant Kiliaan e oa bet savet al lodenn a denn d’an nederlandeg, o’n em ziazezañ war an Dictionariolum puerorum latinogallicum, embannet gant Robert Etienne e 1552. Met ne oa ket lakaet anv Kiliaan war an oberenn. E 1574 e voe embannet ur geriadur nederlandeg-latin gantañ, an Dictionarium Teutonico-Latinum, ur geriadur krenn, gant 12 000 pennger. Ennañ e tiskoueze Kiliaan ar gerioù eus yezhoù all hag a oa kar d’ar gerioù nederlandek. An hini kentañ e oa en Europa o keñveriañ ar yezhoù evel-se. Pevarzek vloaz diwezhatoc’h e voe adembannet ar geriadur, kresket kalz. Implijet en doa geriadurioù all ha levrioù all c’hoazh da greskiñ e c’heriaoueg. Etimologiezh ar gerioù nederlandek a roe c’hoazh. Ouzhpenn-se e notenne pelec’h, e peseurt korn-bro, e veze implijet ar gerioù.

En e Etymologicum teutonicae linguae ken brudet e tisplege ar gerioù nederlandek (ouzhpenn 40000 pennger). Gant ar geriadur-se en deus savet ar geriadur nederlandek modern kentañ ha berzh bras a reas. Ar geriadur diazez eo bet evit an nederlandegerien e-pad pell hag unnek gwech e voe advoullet. Unan eus geriaduriourien vras an Izelvroioù eo bet eta.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kenlabour gant Biblia Polyglotta, 1573
  • Dictionarium Teutonico-Latinum, 1574
  • Etymologicum teutonicae linguae, 1599
  • Icones Illustrium Feminarum Veteris Testamenti, 1595 (e latin, "Maouezed brudet an Testamant Kozh")

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.