Cornelis Engelbrechtsen

Eus Wikipedia

Cornelis Engelbrechtsen (1468 e Leiden - 1533 e Leiden) anvet ivez Engelbrechtszoon a oa ul livour izelvroat.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marteze en dije desket gant Colijn de Coter. Engelbrechtsen a vroudas an orbidouriezh e dibenn ar mare gotek en Izelvroioù. Ur perzh a bouez bras en doe en trec'h war ar skeudennadur gotek dibleg. Gwevn ha gwirheñvel e oa an doare ma aoze diabarzh e daolennoù. Pouezus e voe e berzh ivez evit a sell ouzh an doare da aozañ aergelc'h ar gweledvaoù en talennoù diwezhañ.

Kelenn a reas da Lucas van Leyden ha da Aert Claesz van Leyden. Ne ouezer netra diwar-benn e zaou vab, Pieter ha Lucas, nemet e vijent bet livourien ivez.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]