Corentin Jean Carré

Eus Wikipedia
Corentin Jean Carré
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCorentin Jean Carré Kemmañ
Anv-bihanCorentin Kemmañ
Anv-familhCarré Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Gen 1900 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAr Faoued Kemmañ
Deiziad ar marv18 Meu 1918 Kemmañ
Lec'h ar marvVerdun (Meuse) Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michermilour Kemmañ
Grad milourelsergeant Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
Ar maen-koun e bourk Ar Faoued

Corentin Jean Carré a oa bet ganet er Faoued d'an 9 a viz Genver 1900, hag eñ bidoc'hig en un tiegezh a nav bugel.

Diskouez a reas ar paotrig bezañ barrek war ar studioù. Ma erbedas e vestr-skol anezhañ ouzh tailhanter e gêr e 1912. Bureviad an hini e oa eta pa darzhas ar Brezel-bed kentañ e dibenn miz Gouere 1914. Daoust ma oa c'hoant bras gantañ ne voe ket evit mont d'an talbenn, da-heul e dad, o vezañ ma ne oa nemet pevarzek vloaz d'ar mare-se.

E miz Ebrel 1915 e kemennas d'e dud en devoa graet e soñj da guitaat Bro-C'hall da vont da Suamerika. E gwirionez ez eas da bPau (Basses-Pyrénées d'an ampoent-se) hag, eno, ec'h enrollas en arme dindan anv faos un den bennak (Auguste Duthoy) bet ganet d'an dek a viz Ebrel 1897 e Rumigny (Ardennes). Prientet ha c'hoariet mat e oa bet e daol gantañ dre ma ouie ne oa ket tu da wiriañ tra ebet peogwir e oa ar barrezig-se en takad bet aloubet gant al lu alaman : e-touez yaouankañ soudarded ar Brezel-bed kentañ e voe eta, hag eñ pemzek vloaz !

Kaset e voe d'ar 410vet rejimant troadegiezh da zeskiñ e vicher nevez a soudard a-raok mont da Champagn d'an 20 a viz Here 1915. D'ar 15 a viz Du e reas anadaougezh da vat gant ar fozioù-difenn gall, nepell diouzh Le Mesnil-lès-Hurlus (Marne). Anvet e voe da gorporal d'ar 25 a viz Genver ha da serjant d'an 19 a viz Mezheven 1916 (goude bezañ bet gloazet un nebeud deizioù kent). En hanternoz da Reims eo e tapas ar Groaz-brezel, bet paket ur prizoniad gantañ d'ar 15 a viz Du, bloaz war-lerc'h ma voe en em gavet war an talbenn.

Da-geñver ur prantad-diskuizh hag en devoa kaset en e barrez c'henidik, e miz Eost 1916, en devoa komprenet n'halle ket padout e saviad gwall bell : evit na vije ket diskoachet ar voualc'h war he neizh, ret e oa bet dezhañ disklêriañ ur gumun all estreget hini Ar Faoued, e-lec'h na oa ket bet ganet Auguste Duthoy, sañset. Setu ma tivizas skrivañ d'e goronal oc'h anzav e anv hag e oad gwir dezhañ, kement-mañ d'an 29 a viz Kerzu. E-lec'h ar c'hastiz a oa engortoz da bakañ e kinnigas e benn bagad ma vije anvet da adjudant kerkent ha d'ar 1añ a viz Genver 1917 ! Evel-just e kavas abeg ar velestradurezh arme e kement-se ha goulenn groñs a reas gant an adjudant yaouank ma vije dilezet e rez nevez gantañ a-raok adenrollañ evel...soudard. Ar pezh a voe graet d'ar 7 a viz C'hwevrer e Chalons-sur-Marne dindan e anv gwirion ar wech-mañ. Padal, diwar goulenn dalc'hus e goronal ec'h adtapas e c'haloñsoù a adjudant tri miz diwezhatoc'h.

D'ar c'houlz-se an hini eo e c'houlennas bezañ kaset d'an aerlu : kuitaat a reas an arme-zouar da vat e dibenn miz Mezheven 1917. E Dijon (Côte-d'Or) hag en Étampes (Seine-et-Oise d'ar mare-se) da-heul eo e teskas ar vicher a levier-chase, bet tapet e vreved gantañ d'an 3 a viz Here (war-lerc'h ur staj e kamp Avord (Cher).

Anvet e voe da vont d'ar skouadrennig SO 229[1], ha hi staliet e Lemmes (Meuse). Mont a reas da Anaon d'an 22 a viz Meurzh 1918 en ospital an arme Souilly (Meuse)[2] goude ma voe taolet d'an traoñ e garr-nij gant ar c'hanolierezh alaman (war a seblant) d'an 18 a viz Meurzh[3] : oadet e oa a drivec'h vloaz hepken. Douaret eo e bered soudarded Rembercourt-aux-Pots (Meuse).

Dioueliet e oa bet ur maen-koun e kreiz-kêr Ar Faoued d'ar 7 a viz Mae 1939 da zougen bri dezhañ.

Roet eo bet e anv d'ur straed d'e barrez c'henidik (hag e Pondi ivez) kement ha d'ar skolaj publik lec'hel.

Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Diwar anv ar Sopwith Camel, un nijerez hemolc'h saoz bet lakaet e pleustr e miz Mezheven 1917
  2. Marvet evit Bro-C'hall - E fichenn
  3. Koskor aerlestrel milourel - E fichenn