Cora Droma Rúisc
Eus Wikipedia
Cora Droma Rúisc pe Carrick-on-Shannon e saozneg zo ur gêr en Iwerzhon, e kontelezh Liatroim. Kêr-benn ar gontelezh eo. Emañ war lez stêr hirañ Iwerzhon, An tSionainn ("Shannon"), e gwalarn Republik Iwerzhon, war-dro 150 km diouzh Dulenn. Ur porzh pouezus eo evit ar bigi a vez o vont hag o tont a-hed An tSionainn ha brudet eo ivez evel kreizenn besketa.