Constantius Gallus

Eus Wikipedia
Constantius Gallus
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv-bihanConstantius Kemmañ
Anv-familhGallus Kemmañ
Deiziad ganedigezh325 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMassa Marittima Kemmañ
Deiziad ar marv354 Kemmañ
Lec'h ar marvPlomin Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
TadJulius Constantius Kemmañ
MammGalla Kemmañ
Breur pe c'hoarJuluan II, daughter of Julius Constantius Kemmañ
PriedConstantina (merc'h Constantinus) Kemmañ
BugelAnastasia Kemmañ
FamilhConstantinian dynasty Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
KargCaesar, konsul, konsul, konsul Kemmañ
PrantadImpalaeriezh roman Kemmañ
Solidus aour, ha penn Gallus warnañ

Gallus (Flavius Claudius Constantius Gallus) (325/326-354) a voe Caesar Impalaeriezh roman ar Reter (351-354) ha konsul roman e-pad tri bloaz (adal 352 betek 354), er IVvet kantved.

Mab e oa d'un hanterbreur da Constantinus Iañ, Julius Constantius e anv, ha hanterbreur e oa d'an impalaer Juluan an Abostad: eveltañ e voe savet pell diouzh ar galloud goude muntr o zad en 337.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa, e 325 pe 326, en Massa Veternensis, en Etruria, pa oa deuet e dad en-dro eus an harlu. Trede bugel Julius Constantius hag e bried kentañ Gala e oa; e dad a oa un hanterbreur da Constantinus Iañ.

N'ouzer ket anv he c'hoar henañ, a voe pried kentañ e genderv, an impalaer Constantius II. Hanterbreur e oa da Juluan an Abostad hag a oa mab da v-Basilina, eil pried e dad Julius Constantius . En 337 e voe muntret e dad hag e vreur henañ e-kerzh ur gabaduilh en Constantinopla, marteze war urzh Constantius II. Peurvuiañ e lavarer e tremenas Gallus e yaouankiz gant e hanterbreur Juluan e domani impalaerel Macellum, en Kapadokia.

Caesar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 351 e tivizas an impalaer Constantius II lakaat fin d'ar strivoù da glask ober emglev gant Magnentius (303-353), emsavet er C'hornôg hag emziskleriet impalaer, ha mont d'ober brezel dezhañ. Evit gallout mont d'ober e vrezel ha lakaat ar peoc'h er C'hornôg en devoa ezhomm da gaout unan bennak da ziwall proviénsoù ar Reter en e lec'h. Se zo kaoz e c'halvas e genderv Constantius Gallus, 26 vloaz dezhañ, da zont d'e gaout da Sirmio, ma oa o prientiñ e arme da vont da reiñ bec'h d'e enebour Magnencio, ha ma anvas anezhañ da Gaesar, ma roas dezhañ dorn e c'hoar Constantina, evit skoulmañ liammoù a gerentiezh ha stagañ outañ ar gwaz yaouank a oa, gouez d'an istorour Ammianus Marcellinus, ur paotr kreñv, dremmet koant ha ruz e vlev.
Karget e oa eus gouarnamant ar Reter, mont a reas da welout Juluan e vreur en Nicomedia ha mont da chom da Antioc'heia, ma tegouezhas d'ar 7 a viz Mae.

Brud vat en doa en arme hag e-touez ar bobl, daoust ma n'eo ket bet karet nemeur gant istorourien an Henamzer, war-bouez Zósimo. Ar poltred graet anezhañ gant Ammianus Marcellinus a zo gwall zu, met gallout a ra bezañ bet levezonet gant enebourien d'an den.

Brezelekaat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh e garg en doe da dalañ ouzh daou zañjer, an eil e Palestina, eben en Isauria.
Emsavadeg yuzev a voe e Seforis, e Palestina (351-2), kroget moarvat a-raok karg ar C'haesar nevez. Mouget kriz e voe gant ar jeneral Ursicino a lakaas an holl emsavidi d'ar marv. Diocesarea a voe diskaret betek rez an douar, ha kêrioù Tiberíades, Diospolis, ha re all c'hoazh, a voe lakaet an tan enne.
En Isauria e voe arsailhet kêr Seleucia del Tigris en 354, ha kas a reas dezho Comes Orientis, Nebridio. En Antioc'heia e voe naonegezh hag emsavadeg. Diampart e voe a-hervez: pe e kondaonas uhelidi d'ar marv, pe e laoskas o muntrañ.
Da-heul kement-se e voe galvet en-dro davet Constantius. Mont a reas d'e gaout, ne voe ket laosket d'en em zifenn, lakaet e voe d'ar marv en 354 à Flanone, en Dalmatia.


Gallus el lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gore Vidal a ra anv eus Gallus en e oberenn vrudet Julian an Apostad. Enni eo deskrivet ar C'haesar evel ur gwaz kenedus, ha kriz, sadek, ur seurt psikopat.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.