Conidae

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Koned

A bep seurt Koned
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Iskevrennad : Caenogastropoda
Urzhad : Neogastropoda
Uskerentiad : Conoidea
Kerentiad : Conidae
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Conidae a zo ur c'herentiad blotviled hag a vez graet "Koned" anezho abalamour d'o stumm. E yezhoù all e vez graet anezho d'un doare heñvel Conidi (it), Cones (fr), Cónidos (kastilhaneg), Kegelschnecken (al), Kegelslakken (flandreg) pe zoken Cones snails (en).

Taksonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet anv ar c'herentiad diwar anv ar genad tip Conus mui dibenn ar c'herentiadoù -idae. Diskrivet eo bet e 1822 gant Fleming.

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Blotviled gant ur grogenn e stumm ur c'hon bihan pe bras a-walc'h hag a bep seurt livioù ha tresadennoù eo ar c'honed. Al loened bev a c'holo ul lodenn pe ar grogenn a-bezh gant un danvez peristracum. Kigdebrerien ha lazherien loened int a-drugarez d'o radula treuzfurmet en ur harpon organ da chaseal. Debriñ a reont gastropoded dreist-holl, evel hoc'higed-mor, met spesadoù-zo a ya da chaseal pesked kentoc'h pe Annelided. Binin produet gant ar spesadoù bihan a c'hell ober kement a boan hag hini ur wenanenn pa c'hell lazhañ un den dindan nebeut eurvezhioù binin ar spesadoù brasañ ha danjerusañ.

Bevañ a reont en holl vorioù tomm pe klouar etre live an izel-vor ha donderioù bras (300-400 m).

Benvegad binin ar c'honidae

Dastumadegoù ha danjer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregin ar c'honidae a zo e-touesk ar re a vez kavet ar muiañ e dastumadegoù an dud abalamour d'o bravantez padal e c'hell bezañ danjerus dastum anezho bev peogwir an neurotoksin a zo er venin a vez produet gant lod anezho a c'hell bezañ kreñv a-walc'h evit lazhañ un den. Ar spesadoù Conus geographus, Conus aulicus, Conus textile, Conus marmoreus a vez kavet er morioù tomm a implij ur poeson a stank kigennoù skevent an dud a c'hell mervel dindan nebeutoc'h eget 2 eurvezh.

Ar c'hregin a c'hell bezañ gwerzhet ha prennet er broioù ma vezont dastumet, er stalioù produioù evit an douristed met ivez e stalioù arbenikaet a werzh evit lod war ar rouedad internet. Prizioù ar c'hregin a vez savet hervez ment (a-wechoù) met dreist-holl hervez ar spesadoù ma z'eo ral pe get ar c'hregin (pezh a c'hell cheñch hervez ar mareoù), hag hervez ma z'eo brav, disi ar c'hregin pe gant ur si pe muioc'h. Ar prizioù a c'hell mont neuze eus nebeut santimoù euro betek miliadoù a euroioù evit kregin ral (n'eo ket anavezet o lec'h bevañ pe e vevont en ul lec'h bihan (un enezenn, un aod nemetken) ha don. Lod eus ar spesadoù n'int ket anavezet bev ha n'int dastumet nemet er morioù don gant rouedoù pe ravanelloù. Lod eus an dastumaderien a glask zoken kregin gant sioù ispisial freak,, bras Giant, korr Dwarf pe stummoù ispisial ral-tre.

Genadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar skiantourien e vez renket holl spesadoù ar c'herentiad dindan kalz genadoù pe ur genad conus hag isgenadoù.

Hervez Word Register of Marines species WORMS[1] ez eus ar 114 genad dindan er c'herentiad, lod o strollañ meur a spesad ha lod all nemet unan :

Kalz genadoù zo bet nevez diskrivet, e 1991 gant labourioù Da Motta, e 2003 gant labourioù Petuch hag e 2013 gant labourioù Tucker ha Tenorio dreist-holl. Ar genad diskrivet ar c'hentañ o vezañ Conus bet gant Linnaeus adalek 1758.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 28 a viz Mae 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=14107, (en)