Concino Concini

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Concino-Concini.jpg

Concino Concini (war-dro 1575 e Firenze - 24 a viz Ebrel 1617 e Pariz) a oa marichal Bro-C'hall, mignon d'ar rouanez Maria de' Medici. E levezon vras war mamm Loeiz XIII a voe kaoz eus e vuntr aozet gant kourtizaned ar roue.

Eurediñ a reas gant Eleonora Dori, c'hoar-laezh Maria de' Medici, d'an 12 a viz Gouere 1601. Daoust ma oa kasaet koulz gant an noblañs ha gant ar bobl e oa ken kreñv e levezon ha hini e wreg war Maria de' Medici pa oa o seveniñ ar rejañs ma teuas a-benn da vezañ anvet marichal Bro-C'hall, lakaat da skarzhañ ar c'hañseller Nicolas Brûlart de Sillery ha reiñ ar garg a vinistr da Richelieu.

Ret e voe da Loeiz XIII irienniñ evit kaout an dizober eus Concini. Lakaat a reas baron Vitry da lazhañ anezhañ d'ar 24 a viz Ebrel 1617 e porzh palez al Louvre. E wreg a voe barnet evel sorserez ha lazhet e miz Gouere 1617. O madoù a voe roet da dug Luynes.