De Bello Gallico

Eus Wikipedia
C. Iulii Caesaris quae extant, 1678
Delwenn da Uerkingetoriks, en Alise-Sainte-Reine.

Commentarii de Bello Gallico, pe De Bello Gallico, pe Brezel Galia, zo ul levr istor a zo anezhañ seizh levrenn diwar zorn Julius Caesar. Savet eo diwar notennoù skrivet gantañ a-hed ar brezel ha dastumet war-dro 52-51 kent JK. Kontañ a ra ar jeneral diktatour an oberoù-brezel kaset da benn gantañ, diwar an danevelloù savet gantañ, ha darnig gant e ofiserien uhelañ, da gas da Sened Roma (a daole evezh ouzh oberoù ar brokonsuled evel Caesar) e-kerzh brezel Galia a c'hoarvezas eus 58 da 52 kent JK, ur brezel renet ha gounezet gantañ. Un eizhvet levr a voe savet diwezhatoc'h gant Aulus Hirtius diwar-benn an emgannoù diwezhañ e 51 kent Jk ha saviad Galia en 50 kent JK.

N'eus arvar ebet diwar-benn an oberenn, met ar goshañ skouerenn anavezet anezhi a zeu eus marevezh ar garolingidi, un 800 vloaz goude an darvoudoù; gant se eo unan eus koshañ skridoù an Henamzer klasel, war-bouez skridoù an Testamant Nevez.

Danvez al levr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrenn I (bloavezh 58)
Deskrivadur ar pobladoù galian ; divroadeg an Helveted ha brezelioù enep dezho ; brezelioù enep Germaned Ariovistus.
Levrenn II (57)
Brezeliadenn enep ar Velged.
Levrenn III (56)
Brezeliadenn enep pobloù Arvorig ; brezeliadenn Publius Crassus e Gallia Aquitania.
Levrenn IV (55)
Brezeliadenn enep Germaned ; kentañ treuzadeg ar Roen en Istor ; kentañ tro-vrezel en Enez Vreizh.
Levrenn V (54)
Eil tro-vrezel en Enez Vreizh ; emsavadeg an Eburones hag an Dreveri.
Levrenn VI (53)
Eil treuzadeg ar Roen ; peoc'hidigezh Norzh ha Kreiz Galia.
Levrenn VII (52)
Emsavadeg an holl bobloù galian ; seziz Avaricum ; Emgann Gergovia ; Emgann Alesia.
Levrenn VIII (51 ha 50)
Peoc'hidigezh Galia ; peurechuet an aloubadeg en oppidom Uxellodunum[1] ; stad Galia er bloaz 50.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. E Vayrac (Lot).