Collegium (ministrerezh)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Collegia (liester ar ger latin collegium) eo an anv a veze roet da gevrennoù gouarnamant en impalaeriezh rusian. E 1717 e voent krouet gant Pêr Iañ. An holl anezho a oa diazezet en Daouzek Collegium e Sankt-Peterbourg.

Savadur an Daouzek Collegium, engravadur, 1753
Savadur an 12 collegium, perc'hennet hiziv an deiz gant Skol-veur stad Sankt-Peterbourg

Nav c'hollegium a voe krouet:

  • Collegium ar c'henwerzh
  • Collegium ensellerezh ha kontrollerezh an argant
  • Collegium an aferioù diavaez
  • Collegium ar justis
  • Collegium al labouradegoù
  • Collegium ar morlu
  • Collegium dispignoù ar Stad
  • Collegium gounidegezh ar Stad
  • Collegium ar brezel

Tri c'hollegium a voe ouzhpennet diwezhatoc'h :

  • Collegium an domanioù
  • Collegium ar mengleuzioù
  • Collegium ar gêraozouriezh

E pep collegium e oa ur prezidant, ur besprezidant, pevar c'huzulier, pevar harper, ur prokulor, ur sekretour hag ur c'hañseller.

Da vare gouarnamant adreizhañ Aleksandr Iañ e voe kemeret o lec'h gant ministrerezioù.