Colin McNab

Eus Wikipedia
Colin McNab

Colin Anderson McNab a zo bet ganet d'an 3 a viz C'hwevrer 1961 e Dùn Dèagh (Skos).

C'hoarier echedoù skosat.

Skrivagnour ha kazetennour echedoù eo ivez.

E-pad meur a vloaz e skrivas er gazetenn echedoù skosat Scottish Chess .

An eil Skosad e oa da vout anvet Mestr Meur Etrebroadel e 1986, daoust d' e renk Elo bout dindan 2 500 poent pa voe roet an titl dezhañ.

E 1992 e voe tizhet ar renk Elo a 2 500 gantañ. 2 416 e oa d'ar 1añ a viz Gouere 2007.

Kampion Commonwealth e 1992.

Kampion Skos e 1983, 1991, 1993 ha 1995.

Boaz e vez da zigeriñ e bartiennoù gant ur fianchetto.

Un arbennigour ag an dibennoù-partiennoù eo.

Doktor war ar jedoniezh eo, bet tapet an diplom " DPhil " e skol-veur Oxford (Bro-Saoz) e 1987.

Oberennoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Colin McNab, The Fianchetto King's Indian , Embannadurioù Intl Chess Enterprises, Kerzu 1996;
  • Colin McNab, English with c5 1 ;
  • Colin McNab, Pirc without Classical 1 ;
  • Colin McNab ha John Nunn, The Ultimate Pirc .

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]